Liger-Atlantel : goude an taolioù-dispac’h, al labourerien rediet da labourat d’ar sul

Publicité

Labour sul, labour nul ?

Labouret e vo d’ar sul e Bro Naoned da vihanañ… a-drugarez d’al lamponed o deus drailhet ar stalioù goude marv Nahel ar gwall-grennard ! Emañ prefed Liger-Atlantel o paouez embann un dirojañs evit ma c’hellfe bezañ digoret ar c’henwerzhoù a-vunut d’ar sul 09 a viz gouere. Da lavaret eo e vo « goulennet » gant implijidi ar gourmarc’hadoù pe stalioù dilhad da zont da labourat d’ar sul. Hag ar choaz o do ? N’eo ket sur… Sinet eo bet evit an 09 a viz gouere evit poent met n’eo ket sur ne vo ket « astennet » an dirojañs-se d’ar sulioù all. Ha rediet e vo implijidi zo da nullañ o vakañsoù evit derc’hel ar boutik ivez ?

Perak eo bet embannet seurt dirojañs ? Peogwir zo bet kollet arc’hant ar stalioù pilhet gant ar bagadoù vandaled o deus lakaet freuz ha reuz e Naoned hag en holl c’hêrioù all goude marv Nahel.

Al labourerien an hini eo a baeo koustoù sokial hag ekonomikel ar « reuziad Nahel ». Evel boaz ! Ha komprenet eo seurt tra gant tud eus an tu-kleiz pellañ pe get ?

Crédit photo :

 DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Sociétal, Société

E Liger-Atlantel 4 skolaj zo vont da cheñch anv evit « an ingalded merc’hed-baotred »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.