Naoned/Brest : leusket en doa e vab e-unan e Naoned evit mont da werzhañ dramm e Brest !

Un den eus Naoned a oa bet serret d’an 30 a viz even e gouel Astropolis e Brest o werzhañ dramm. Fin, dramm ne oa ket, kokain faos ne lavaran ket ! Gwelet e oa bet gant surentez ar festival ha galvet ar boliserien ganto. Gantañ e oa faos-kokain ha bilhedoù e-leizh. N’eo ket ar wech kentañ e vez klevet e anv en un afer dramm rak kondaonet eo bet 19 gwech dija ! E 2015 en doa klasket gwerzhañ seurt produioù en ur festival endeo.

Met un dra all a oa bet komprenet gant ar boliserien o klask gouzout hiroc’h diwar e benn : evit gwerzhañ dramm gant ur c’homper dezhañ e Brest en doa leusket e vab a 12 vloaz e-unan en ur ranndi eus Naoned ! Tamm mezh ebet gantañ !

D’an 12 a viz gouere e oa dirak barner ar frankiz e Roazhon. Goulenn a reas bezañ dibrizonet kuit da goll e labour hag e lojamant. Met dre m’eo pouner e deuliad n’eo ket bet leusket da vont gant ar barner. Chom a raio en toull-bac’h da c’hortoz e brosez ha mat pell zo !

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST

« Justice » à Brest. Tabassé au petit matin sur le marché : un commerçant laissé pour mort, deux frères condamnés… avec sursis

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local

Brest : daou zen o klask degas drogach dre zron d’an toull-bac’h serret

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : ur c’hoñversant taget e marc’had Sant-Loeiz, daou vreur serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Naoned : un diskouezadeg war « Istor ar C’horan, istorioù european »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : Ur BMW leun a armoù a sko e-barzh ur c’harr-samm eus an DIR

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, QUIMPER, Société

Kemper : un estrañjour dibaper serret gant ar polis, ur sapre yalc’had gantañ !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local, Sociétal, Société

Brest : e miz mae, un ti « queer ha feminist »

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : 13 vloaz ha laer war Le Bon Coin

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Naoned : An « Ajañs sevenadurel Breizhek » falc’het gant ar « redi budgedel »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, PONTIVY, Société

Pondi : 39 menneg àr e roll lez-varn, chom a ra ‘b’ar prizon

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky