Landreger (Bro Dreger) : ur skol Diwan a-benn an distro-skol !

Publicité

E Landreger e oa ur skol divyezhek brezhoneg-galleg katolik (skol Itron Varia) abaoe 1997, bremañ e vo unan ouzhpenn, dre soubidigezh ar wech-mañ : ur skol Diwan  ! Abaoe 2017 e oa anv eus ar skol-mañ met ne gave ket tud ar vugale o zi-skol. Goude bezañ klasket ha klasket, zo bet kavet un ti, straed Le Peletier, ma c’hello ar skipailh staliañ an dafar skol ennañ. Ouzhpenn-se e vo prenet an ti-mañ gant « ar Roc’h », ar font debarzhadur savet gant Diwan evit souten ar skolioù ha n’o deus ket o zi skol dezhe.

Etre 7 ha 12 bugel a zo enskrivet dija. Klask zo war un skolaer hag ur skoazellerez a oar brezhoneg.

E Treger-Goeloù ez eus teir skol Diwan dija : hini Louaneg, hini Pempoull ha hini Lannuon.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.