Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Publicité

Biskoazh kement ‘rall ! b’ar Gêrveur e vo ur c’hlas divyezhek ! Emañ skol bublik Stanislas Poumet b’ar Palez é klask ur mestr pe ur vestrez-skol aveit ar c’hlas skol-vamm a vo digoret a-benn miz Gwenholon.

Dibaoe miz genver emaint é klask ha n’o deus ket kavet c’hoazh. Nag un taol dichañs ma vehe ket kavet ur skolaer bennak ! Aveit ar re intereset, kasit ur gemenadenn da Skol bublik Stanislas Poumet, ru « des remparts » – 56360 Ar Palez Pgz. : 0297314234 Email : [email protected].

‘ba Enez Eusa e oe bet klasket sevel ur c’hlas divyezhek ivez, tro 2021 mes ne oant ket daet da benn.

N’eus ket mui a dud bet ganet get ar berton b’ar Gêrveur mes studiet eo bet berton an enezenn get Patrick ar Besko e 1986-1987. Getoñ eo bet embannet e studiadenn endan an anv : Le Breton de Belle-Île-en-Mer, corpus (phonologie, lexique, textes) (adembannet e 2005 get Emgleo Breiz). Emichañs e o studiet ar berton-mañ get bugale ar skol.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !”

  1. Raymond Neveu dit :

    Penaos??? Diaes da gomprenn!!! Lena Louarn deus da wellañ! Ofis ar Saotadeg n’eus ket ur verc’h ganet e Pares pe Vordel,evel peb hini a oar e kreiz Bro Breizh, goude ur sizhunvezh studiadeg e brezhoneg kad da gomz ha da zeskiñ brezhoneg d’ar vugalioù, ha me pokez paotr saot Breizh Izel koñsevet ha ganet e Bro Vigouden hag a grede e mirakloù…an Ofis! Ofis ar re ganet et Paris!Ma vijen bet yaouankoc’h e vijen aet evit ar wir yezh brezhoneg, yezh va Zadou Gwechall. Pelec’h ema Mollac-son? Paotr ar jiletenn glas war mod ar Porze.

  2. Emglev An Tiegezhioù dit :

    Digomprenus eo ho kemennadenn Ao. Neveu, salokras.
    N’eo ket fur ober gant brezhoneg ar ger veur peogwir n’eus dazont ebet gant ar parlantoù hag hennezh zo marv pell a zo ouzhpenn-se. Nann, ret eo treuzkas dezho ur yezh yaouank modern ha kreñv, gouest da gevezañ ouzh ar galleg war an holl dachennoù.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.