E Tremorel, etre Roazhon ha Loudieg, e weler an div embregerezh-se war bord an RN164 : Laitik hag Olano. An hini kentañ a zo ur SICA (Lait’Sprit d’Éthique) bet savet e 2012 hag a vod 26 produer laezh « dizalc’h » hag eben a zo un embregerezh treuzdougen, hag unan meur, ispisializet war ar souryen. Eus Bro-Euskadi (Saint-Jean-de-Luz) emañ Olano a-orin, ar sez a zo atav eno met ur skour a zo e Tremorel. An div embregerezh a zo kichen-ha-kichen. Laetik a zo anavezet evit bezañ graet bruderezh e brezhoneg hag e gallaoueg. Ha, war e voestoù, e vez gwelet un den o tougen ur Gwenn-ha-du rak « laezh ar vro » eo.
War galv an ABEA (rouedad an agroboued breton) hag a c’houlennas gant e izili sikour ar bomperien o stourm ouzh an tan e Jirond pe ar re o deus ranket dilojañ rak an tangwall zo bet kaset da Vourdel 2500 litrad laezh bet produet gant Laetik gant ur c’harr-samm Olano. Evit netra evel just. Mod-se e c’hello an dud adlojet e park an diskouezhadennoù eus Bourdel evañ laezh fresk o tont eus Breizh.
Gant Bourdel Meurgêr e vo dasparzhet ar boestoù laezh er park.
220 000 den o deus ranket skarzhañ kuit eus o zi. Eüruzamant, ur spered a genskoazell a zo o redek e Bro-Frañs a-bezh er mare-mañ evit sikour ar bomperien hag ar (gwir) repuidi.
Foto : Laitik
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.