Just a-raok miz eost ouzhpenn-se, gant ar lañvad a douristed a zo gortozet e Breizh !
N’eo ket dre zegouezh ez eus bet staliet panelloù skrivet warne an teir yezh a vez komzet e Breizh rak embannet eo bet gant ar Rannvro e vo teiryezhek an holl banelloù staliet ganti hiviziken. War ar panelloù BreizhGo e weler an teir yezh dija ha memestra war ar re staliet el liseoù (merret gant ar Rannvro). Betek-henn e veze lakaet ar gallaoueg a-wezhioù e Breizh-Uhel ouzhpenn d’ar brezhoneg met bremañ e vo an div yezh dre ret, mui ar galleg evel just.
War ar rouedadoù sokial e weler muioc’h-mui a vrezhoneg hag a c’hallaoueg war kemenadennoù ar Rannvro ivez. Ar votadegoù rannvro a zo o tont.
Foto : kont facebook Vivre en Bretagne – Breizh
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.