
Pentelloù : ur porzh war al Liger
Hir eo memor ar pobloù ha sanket don roudoù ar gristeniezh war douar Europa. Pentelloù a zo Le Pellerin hec’h anv e galleg. A-holl viskoazh eo bet ar porzh-se eus Bro-Rez un treizh etre norzh ha su ar c’hevandir. Gwechall e veze treuzet al Liger e Pentelloù gant pirc’hirined a zae da Gompostela. Bremañ e vez treuzet ar stêr mil