Katalonia : trouz diwar-benn yezhoù an arnodennoù skol

A LA UNE

Un dachenn emgann eo sujed ar yezh e Katalonia-ar-su. Betek-henn e veze roet sujedoù an arnodennoù skol e katalaneg nemetken.

« Yezh pennañ » ar skol e oa ar c’hatalaneg hervez al lezenn. Hogen, ar bloaz-mañ eo bet savet klemm dirak al lez-varn gant ur gevredigezh spagnolour. Alese eo bet rediet ar Generalitat da ginnig sujedoù e spagnoleg ivez. Met profitet he deus ar melestradur katalan evit kinnig ar sujedoù en… okitaneg Aran war briz ! Ofisiel eo an araneg e Katalonia-ar-su a-bezh abaoe 2006 met pell e oa Yann diouzh e gazeg c’hoazh evit ma vefe divyezhek da vat paperachoù ar melestradur hag ar skolioù. E 2017, Lourdes Bruna, ur studierez aranez, he doa respontet en araneg d’un arnodenn, hag ar wech gentañ e oa. Un taol rezistañs e oa bet d’ar mare-se ha mont a reas an traoù war-raok diwar an taol-se. Bremañ e tle an holl sujedoù bezañ kinniget en okitaneg er C’hatalonia.

Diwar ar 500 studier o deus tremenet un arnodenn skol ar bloaz-mañ, 67 o deus goulennet o sujedoù e spagnoleg. Ne ouzer ket pet o deus graet kement-all en okitaneg avat.

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

.
- Je soutiens BREIZH-INFO - spot_img

Météo. Attention gros coup de vent en Bretagne dès mercredi

L'automne s'installe. Les Miz Du arrivent. Et au préalable, les coups de tabac sur la Bretagne aussi. Une grosse...

Langue bretonne. Le réseau Diwan mobilisé de Quimper à Nantes pour le versement du forfait scolaire

Le réseau Diwan avait appelé à la mobilisation le weekend dernier afin de garantir le versement du forfait scolaire...

Articles liés