Roazhon : 70 manifestour evit ar gallaoueg

Publicité

70 den o deus manifestet evit ar gallaoueg e Roazhon disadorn dremenet. Tud yaouank an darn vrasañ anezho. Kentañ gwech e vez manifestet e-giz se evit ar gallaoueg. Reklem a ra difennerien ar yezh e vefe abadennoù e gallaoueg war ar chadennoù tele ha radio publik. Goude un tolpadeg dirak Frañs 3 o deus kerzhet ar manifestourien betek Frañs Glas Arvorig ha neuze betek an ti-kêr m’o deus graet un trede tolpadeg ha kanet luganioù evit yezh roman Breizh.

Crédit photo : PR (Twitter)

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

7 réponses à “Roazhon : 70 manifestour evit ar gallaoueg”

  1. Iffig dit :

    33 a zo war al luc’hskeudenn e-tal Frans 3.
    Ar vretoned a ra vann eus an teodyezhoù a yezh oil Breizh Uhel ha kornog Bro-C’hall anvet gallaouegoù. Ur fed eo. N’heller ket lakaat par ar brezhoneg ouzh an teodyezhoù-se ne vezont mui kaozeet gant den ebet eus ar bobl, lakaet a-gostez un nebeud troioù-lavar en o galleg, ha doareoù distagañ a cheñch hervez an teroueroù e Vreizh Uhel.

  2. ALREN dit :

    Evit lod, eo bet savet ar stourm difenn ar gallaoueg gant ur spered enep brezhoneg. D’an nebeutañ kalonekaet e vezont gant jakobined gall. Evidon me, emañ d’al liesañ, ar gallaoueg a glevan, ur seurt trefoedach gallek. N’ouzon ket penaos e oa distaget gwechall ar “rannyezh” mar vez unan atav met kompren a ran al langaj se hep bezañ desket ur yezh dishañval diouzh ar galleg.

  3. Stef Le gallo dit :

    Complotistes, jacobins, anti-bretons les commentaires font gerber. Retournez à Paris sales jacobins à la sauce brezhoneg. Foutez le camp du pays gallo, sales anti-bretons, anti hauts-bretons. C’est du séparatisme bas-breton rien d’autre, de l’IMPÉRIALISME ! Vive le gallo, langue de mes ancêtres, de mes grands-parents. Dehors les ethnomasochistes et les jacobreizh!

    • Iffig dit :

      Steff le Gallo, perak e respontit deomp e galleg ha N’eo ket e yezh ar pennad ??? C’hwi eo a zo « anti-breton », neketa !??? Ne respontit ket deomp gant arguzennoù met gant kunujennoù ! « Complotistes, jacobins, sales jacobins, foutez le camp, sales anti-bretons, anti hauts-bretons, impérialistes, ethnomasochistes, jacobreizh » Ha petra c’hoazh ? . Da binvidikaat hor « gallaoueg »e vije bet koulz deoc’h hor c’hunujenniñ en ho teodyezh pa n’oc’h ket gouest d’hen ober e yezh vroadel nemeti Breizh a-bezh. Evit gwir ne respontit ket deomp pa lavaromp deoc’h n’eus mui den ebet e-touez ar bobl a gomz « gallaoueg » glan, holl pa chaokont un tamm gallaoueg ez eo galleg mesket gant un arliv eus an terroer e reont, ha setu holl. N’eo ket gant se e vo hoalet ar vretoned, ha pa vefent eus Breizh uhel. Bet on bet o chom e Pempont : eno ar re gozh-gozh a zrailhe ur gallegaj didalvoud a-grenn, salokras, ha sellout a raent ouzh Breizh izel evel ar gwir Vreizh, eveljust.

    • Reun An Honseg dit :

      Gwell e véhé sriùet é galo, Stef. Ce serait mieux de commencer par l’écrire en gallo, Stef. Par ailleurs j’ai eu le plaisir et l’honneur d’avoir été parmi les premiers « Amis du Pays Gallo » fondée avec Marie Dequé, et j’ai dessiné la couverture du premier numéro du Lian, si ça peut vous dire quelque chose…Et je l’écris en français, langue que vous semblez pratiquer usuellement. Sans rancune,Genoh aveid er Bro!

  4. Les jacobreizh dehors dit :

    Gwir Vreizh ? Kae da sutal, distro da Vro-Gembre, enebour d’ar gwir vreizhiz ! T’as q’a d’aler céz tai maodit maho, la Bertègne és Bertons, és bloces les Chinots-brezhoneg !

    • Iffig dit :

      Gwir Vretoned, tud a galon war-sav
      Da ganañ gloar da Vreizh hor bro
      Ha da ziwall teñzor he yaouankiz
      Ar yezh, ar peoc’h, ar frankiz
      War-sav, war-sav !
      Da ganañ ‘bouez-penn
      Breizh da virviken, Breizh da virviken !

      O va Breizh gant da dourioù brudet
      Da vor glas ha da venezioù
      Da vrug ruz ha da lann alaouret
      Te zo koant dreist an holl vroioù

      Gwir Vretoned, tud a galon war-sav
      Da ganañ gloar da Vreizh hor bro
      Ha da ziwall teñzor he yaouankiz
      Ar yezh, ar peoc’h, ar frankiz
      War-sav, war-sav !
      Da ganañ ‘bouez-penn
      Breizh da virviken, Breizh da virviken !

      N’ez eus ket ‘vel e-touez hor c’herreg
      A dud vat seder ha nerzhus
      N’ez eus ket ‘vel en hor brezhoneg
      Sonioù drant, gwerzhioù dudius

      Gwir Vretoned, tud a galon war-sav
      Da ganañ gloar da Vreizh hor bro
      Ha da ziwall teñzor he yaouankiz
      Ar yezh, ar peoc’h, ar frankiz
      War-sav, war-sav !
      Da ganañ ‘bouez-penn
      Breizh da virviken, Breizh da virviken !

      Hon tud-kozh, tud leal ha santel
      Start evel an derv kalet
      A ouezas mirout da Vreizh-Izel
      He brud vat, he nerzh, he c’hened

      Gwir Vretoned, tud a galon war-sav
      Da ganañ gloar da Vreizh hor bro
      Ha da ziwall teñzor he yaouankiz
      Ar yezh, ar peoc’h, ar frankiz
      War-sav, war-sav !
      Da ganañ ‘bouez-penn
      Breizh da virviken, Breizh da virviken !

      Bretoned, savomp hor c’halonoù
      Ha touomp e talc’himp atav
      Da vale war roudoù hon tadoù
      ‘Keit ha ma’z ay ar bed en-dro !

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Culture, Culture & Patrimoine, International, Patrimoine

Trois prix décernés aux podcast en langue cornique sur la BBC

ST-MALO

Saint-Malo : Brittany Ferries et les pompiers d’Ille-et-Vilaine signent une convention pour la sécurité en mer

Politique

Des Macron à Plenel, dernières lectures de plage. Et encore…

snsm_sauveteurs

A La Une

Devenir nageur sauveteur avec la SNSM : les inscriptions sont ouvertes pour l’été 2027

Politique

Charles Josselin (PS) devait son siège de député à Yann Fouéré

contraception

Santé

Pilule contraceptive : l’ANSM va écrire à 1,6 million de femmes pour les alerter d’un risque de méningiome

Environnement, Mont-Saint-Michel, ST-MALO, Vie Pratique

Grandes marées en Bretagne : jusqu’à 102 ce week-end, vigilance sur l’estran

Santé

Interdire le smartphone au lycée est une bonne chose. Mais pour les yeux de nos enfants, c’est déjà trop tard.

Sociétal

De la plume à l’intelligence artificielle, l’éternel procès de nos outils

Animaux, Environnement

Bretagne : le râle des genêts s’est tu [Vidéo]

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : park Beauregard aloubet gant repuidi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Immigration, Immobilier, Local, RENNES

Setu loc’het « redadeg al lojamant » evit ar studierien (memes ar re eus an tu-kleiz) !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Insolite, Local, RENNES, ST-MALO

Roazhon : M’Bemba Guirassy ar marabout en deus tec’het kuit a-raok bezañ kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Sociétal, Société

Le Rheu (35) : an ti-kêr a adliv ar gumun gant ar livioù LGBT

Découvrir l'article

Culture, Economie, International, Patrimoine

Une collectivité territoriale du nord du Pays de Galles institue le gallois comme langue de travail

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Sociétal, Société

Pa vo berzet ar festoù-noz hag ar c’hrampouezh-silzig…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Technologies

Treebal, ar Whatsapp e brezhoneg troet e gallaoueg ivez (ha katalaneg) !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Politique, RENNES

Roazhon : ur dibenn-sizhun wok ha nec’hus

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.