Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Bignon (44) : 1000 litrad a eoul-maen laeret gant ur jipsian !

Lod o deus kavet an doare da dremen e-biou an enkadenn ekonomikel, war a seblant : e miz meurzh 2022, gant an archerien, e oa bet gwelet daou zen o laerañ eoul-maen en un embregerezh eus Bignon (44). O furchal un tamm pelloc’h e kavas ar soudarded ur c’harr-tan, ennañ ur jipsian, e vestrez, o mab hag ar c’henderv a drizek vloaz o straniñ e kreiz an noz.

Evel just e huchas ar skipailh n’o doa netra da welet gant al laeroñsi. Siwazh c’hwezh esañs a oa e-barzh ar c’harr-tan, a seurt gant hini an eoul-maen laeret en embregerezh justawalc’h. Nag un taol-dichañs…

Hag ouzhpenn-se e voe kavet ADN ar gwaz war an duelenn a servijas da soutirañ an esañs deus kirri-tan an embregerezh. En holl e vo soutiret evit 7900€ memestra. Ha ma vo adkavet al lodenn vrasañ eus an esañs gant an archerien n’hallo ket an embregerezh hec’h implijout en-dro rak derc’hel a ra douetañs diwar-benn ar bidonioù a zo bet implijet evit lakaat anezhi enne.

Kondaonet peder gwech dija e oa ar jipsian dirak lez-varn Naoned e fin miz kerzu. A-benn ar fin e kousko er prizon en-dro : Kondaonet eo bet adarre da 5 mizvezh a doull-bac’h mui ur c’hastiz da baeiañ hag ur yalc’had da reiñ d’an embegerezh.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Bignon (44) : 1000 litrad a eoul-maen laeret gant ur jipsian !”

  1. fifi dit :

    BONNE ANNEE 2023
    une seule chose a souhaiter que LES INTELLECTUELS SACHENT ETRE VALABLE DANS LEUR ELABORATION DE L’ENVIRONNEMENT LA VOITURE N’est pas un luxe c’est un outil de TRAVAIL si on sait encore si ce mot veut dire quelque chose !!! soyez un peu plus clair a savoir que de fait de bouziller la valeur de notre PIERRE MESSMER et de vous dit de 1983 à 1986 on avait déjà trouver de réduire le surgénérateur avec 5O ans de déchets nucléaire a SOUGENERATEUR AVEC LES DECHETS Réduit a 25 ans !!! HALTE 0 LA POLLUTION MAIS SACHEZ FAIRE LES CHOSES CORRECTEMENT DE L’ordre dans vos PUB POURRITS il faut des bornes de recharges des batteries etC …
    le monde mais trop grand !!! a voir a être valables !!! nous les EUROPEENS !!! y compris Monsieur POUTINE qui a un poumon Europeen et un poumon Asiatique
    respecter si un Ukrainien a envie de rester dans son pays et un Russe a suffisament de place pour garder sa culture Russe LA GUERRE CE SONT DES ENFANTS QUI TRINQUENT

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Lamballe, Local, Société

Lambal (Penteür) : un trede klas divyezhek brezhoneg-galleg a-benn an distro-skol

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Locminé, Société

Mourieg (56) : 56 kamera a-benn an dilost-hañv !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES

43 stal laeret e Breizh, c’hwec’h rouman serret

Découvrir l'article

CALLAC, E brezhoneg, Local, Religion, Société

Karnoed : overennoù e brezhoneg a vo a-hed an hañv e Sant-Weltaz !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, LANNION, Local, Société

Perroz-Gireg (Bro Dreger) : ur c’hlub evit ar re yaouank distrujet evit an eil gwech !

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Sociétal, Société

Kaledonia-Nevez : ar « C’hailh » rannet e daou un deiz bennak ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PONTIVY, Société

Pondi : ur mennad-petision a-enep an disurentez

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

Desketa, ur benveg digoust evit deskiñ brezhoneg. Un outil gratuit pour apprendre le breton !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Histoire, Local, Patrimoine

Sant-Konan (22) : Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Mirdi ar Rezistañs !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Patrimoine, Société

Bourc’h-baz (44) : Un delwenn eus ar Werc’hez laeret er vered !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky