Brest : un den a sko gant e c’hoar

Ar vugale a zo o-unan tra m’emañ o zud “en estrenvro”. Met peseurt bro estren ? Dre m’emaint o chom straed comtesse de Maleyssie etre Sant-Marc hag ar Guelmeur m’emañ ar savadurioù uhel anavezet mat evit an trafikañ drogach n’eo ket sur eo Norvejianed anezho…

E kreiz miz genver en doa bet komiserdi ar c’harter ur bellgomzadenn; Ur plac’h yaouank o lavarout e oa skoet gant e vreur abaoe sizhunvezhioù. Kerkent erruet ar boliserien er ranndi e welont ur paotr o kunujennañ anezho. Serret gant ar c’hargidi e kendalc’ho an diaoul da gourdrouz anezho dizehan etre ar ranndi hag ar c’harr-tan.

Hag ar boliserien o selaou istor ar plac’h : ur familh a vugale hag a dud yaouank (14 vloaz eo an hini yaouankañ) o vevañ o-unan en ur ranndi eus Brest, aet e kuit o c’herent en estrenvro hag unan eus ar breudeur a zo en em lakaet da vestr an ti. Hag eñ a rafe an diaoul hag e gern, hervez ar plac’h yaouank !

Pemp int en holl er ranndi, teir c’hoar en o zouez. Ur gwir ziktator e vefe deuet da vezañ ar breur bras ganto, o skeiñ gant e c’hoarezed par ma c’hell.

E miz even e vo barnet ar paotr rust. Da c’hortoz ar varnadenn eo bet laosket da vont.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS