Emañ François Hollande hag e vestrez Julie Gayet o klask un ti e Brignogan, e bro Leon. Da gentañ tout, gant Hollande oc’h ober e zemeurañs er vro ne vo ket gwelloc’h an amzer ! Rak n’hon eus ket ankounac’haet pegen glaviek e oa bet e goulzad e penn Bro C’hall. Bewech ma veze gwelet anezhañ o prezegenniñ er-maez e oa glav-pil !
Met bremañ setu François ha Julie o klask prenañ un ti en hor bro. Un ti nebeutoc’h evit ur familh vreizhad rak ne vo ket prenet ur studio gant an daou-se, ken sur ha tra. Ha gant François Hollande e vo poliserien, gwarded o wareziñ korf ar prezidant kozh. Alese, n’eo ket un ti a vo prenet gant ar c’houplad met daou !
Hag evel just eo un eil-ti a vo prenet gant Hollande-Gayet. Ale, div sizhunvezh bep bloaz a dremeno ar c’houplad e Breizh, ur mizvezh marteze ? E-pad ar peurrest e vo serret en ti(ez). Ha 60% a eil-tiez a zo e Brignogan dija !
Tra m’emañ ar stourm evit al lojeiz en e uhelañ e Breizh ez eus peadra d’en em c’houlenn hag e lenn François Hollande ar c’hazetennoù embannet e Breizh.
François Hollande, tiez a zo da brenañ e Pataya pe Dubaï ma fell deoc’h rouziñ war an draezhenn a-hed ar bloaz. E Breizh e fell dimp mirout an tiez evit ar vretoned ! Hag evit ar vretoned nemetken !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse
Traezenn an touseg evit F. Hollande? Ar choaj gwellañ eo, peogwir n’eus ket a draezenn a velc’wedenn e Brignogan.
Les commentaires sont fermés.