FK Naoned : Kombouare skarzhet !

Publicité

Na drist an traoù ! Skarzhet eo bet Antoine Kombouare, teknisian an FK Naoned anezhañ, gant Waldemar Kita d’an 08 a viz mae.

An holl aduerien a oare e oa ar C’hanak war var da vezañ digouviet abaoe drouziwezh ar Stad Bro-C’hall a-enep Tolosa. Abaoe tri miz n’en deus ket gounezet an FK Naoned hag emañ ar c’hlub breizhad en takad ruz abaoe disul tremenet ma voe trec’het an FCN gant Strasbourg.

Chom a ra 4 c’hrogad evit cheñch penn d’ar vazh. Evit saveteiñ ar c’hlub o deus anvet ar Gitaed Pierre Aristouy. Bet ganet ha maget e Mont-de-Marsan ha c’hoariet en FCN e oa Aristouy e karg eus ar skipailh 2 abaoe 2017.

Gouvezet e vez hiroc’h diwar-benn ar faezidigezh a-enep Tolosa e gourfen Kib Bro-C’hall : aet e oa ar c’hoarierien da riboulat en un toull-noz a-raok ha war-lerc’h ar match, da lavaret eo goude bezañ bet pilet ! Gant ar vezh-ruz !

Ha Kombouare e oa da skarzhañ pe ar skipailh a-bezh ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Football, Sport

Caernarfon Town, l’autre club des Canaris : le football populaire et enraciné du nord gallois repart en Europe

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Sociétal, Société

E Liger-Atlantel 4 skolaj zo vont da cheñch anv evit « an ingalded merc’hed-baotred »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.