
Koedlinez (22) : un tamm douar rouman e Breizh
Hag emañ Koedlinez e Breizh c’hoazh ? Ur gêriadenn eus kreiz Breizh eo, Bro Menez, e reter Loudia/Loudieg eo. Ha padal, pa erruer er bourk, kentañ tra a weler eo an niver a anvioù rouman war ar boestoù lizhiri. Normal eo, e Koedlinez ez eus ul lazhti ramzel : Kermene. Leclerc eo perc’henn warnañ. 5000 den o labourat ennañ noz-deiz.