Pornizh (44) : gouel Ana Vreizh o klask 3000€

Publicité

Gouel Ana Vreizh : Bep bloaz e miz mae e vez gwelet tud gwisket mod kozh o tibunañ e straedoù ur gêr eus Liger-Atlantel. Bagadoù, dañserien, merc’hed o vont e koef, bannieloù gwenn-ha-du, setu ur skeudenn vrav eus Breizh en un tiriad dindan propaganda ar « rannvro » Broioù al Liger » ! Ha bep bloaz e vez aozet ar gouel en ur gêr disheñvel.

Ar bloaz-mañ e krogo ar gouel Ana Vreizh d’ar yaou 18 betek an 21 a viz mae e Pornizh, e Bro-Raez. Met n’eo ket lañset an traoù c’hoazh emañ aozerien ar gouel o c’hervel an dud da sikour anezho : berr eo an arc’hant ganto hag un toull er voujedenn. N’he deus ket bet, ar bloaz-mañ, ar gevredigezh a ra war-dro ar fest, tamm gwenneg ebet a-berzh kêr-bPornizh. Perak ? Ar gêr-degemer eo koulskoude met ne vern. Nac’hañ a ra sikour ur gouel hag a zegas buhez er vro. Hervez an ti-kêr e vez sikouret ar gouel dre brestiñ dafar ha dre baeañ Jig Times, ar strollad sonerien iwerzhonad, memestra.

Un diouer a arc’hant evit ar gouel neuze. Setu perak ez eus bet lañset ur podad en-linenn gant an aozerien. 3000€ a fell dezho rastellaat. 1080€ a zo bet roet dezho dija. Un tamm gweneg mar plij tudoù !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Apprentissage du breton : la plateforme Desketa fête ses deux ans et dépasse les 20 000 utilisateurs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

Ur strollad punk anarkour a sav e vouezh a-enep ar feministed ag an tu-pellañ !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Kêr bPloue he deus sinet live 2 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local

Bez Roparz Hemon a vefe en disherit

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Ur raktres wok arc’hantaouet gant ar Redadeg c’hoazh ar bloaz-mañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Lannarstêr : serret e vo ur skol divyezhek

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, VANNES

Ur c’hlas divyezhek nevez ‘ba Arzhal, mes ‘ba Maoron…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Technologies

Treebal, ar Whatsapp e brezhoneg troet e gallaoueg ivez (ha katalaneg) !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Insolite

D’ar 6 a viz even e vo « Disprizioù ar brezhoneg »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.