Sant-Malou : an « travesti » hag ar « galon arc’hant »

Publicité

Penaos e vez lavaret « travesti » e brezhoneg ? Treuzwisket ? Travelo ? Diaesoc’h-diaesañ kavout gerioù brezhonek a jaoj gant an froudenniezhoù a-vremañ…

D’an 11 a viz mae, e oa ur c’houplad dirak lez-varn Sant-Malou. Ar gwaz tamallet da « harellerezh spered » e-keñver e wreg. Ma…

Kejet o doa an daou bichon an eil ouzh eben war internet e 2021. Kolombianez e oa hi ha Breizhad e oa eñ. Buan-tre e tegouezhas an itron hag he mab e Sant-Malou ha graet an eured war-lerc’h.

Met kerkent e treiñkas a reas ar soubenn etre an daou bried. Hervez ar gwaz eo ur « galon arc’hant » ar Golombianez. « Kollet em eus pep tra » abalamour dezhi ha dispignet kalz betek tapañ arc’hant e kef e embregerezh. « Roet em eus tout ma madoù dezhi ! »

Disheñvel arguzennoù ar « galon arc’hant » : « pemzek devezh a-raok an eured em boa netaet an ti hag em boa kavet dilhad merc’hed ha dreist-holl dilhad dindan ». Hag ar c’hasanova rediet da anzav dezhi e plije dezhañ « en em dreuzwiskañ e plac’h deizioù zo ». Un « travelo » e berr komzoù.

Hag hi da genderc’hel war ar memes ton : « nozioù zo, pa n’em boa ket c’hoant kaout joa gantañ e c’hourdrouze ac’hanon da vont da bolis an aer hag an harzoù evit ma vefe tennet diganin ma zeul chom ». Un travelo forser ?

Ha pemp ha pevar ha pemp ha pevar. Klask a reas breutaerez ar Golombianez prouiñ e oa « harellerezh spered » war he fratikez.

« Mod-se e vo aesoc’h eviti chom e Bro-C’hall ha dispartiañ » a respontas breutaer ar gwaz.

A-benn ar fin e voe laosket da vont ar paotr tamallet gant al lez-varn. Dre ziouer a brouennoù. Ha bremañ, an disparti !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.