Gouel No Logo e Sant-Maloù : an trafikourien dramm a oa eus Paris !

Brest

Just a-raok ar 15 a viz eost e teu bep bloaz miliadoù a dud o selaou muzik hag o tañsal er gouel “No Logo BZH” e Sant-Maloù. Ur festival Reggae – Roots – Dub – Dancehall & “muzikoù ar bed” (=afrikan pe karibean dreist-holl) eo ar gouel-mañ, neuze drammoù a vez gwerzhet e-leizh evit “tañva” gwelloc’h seurt muzikoù egzotek.

Gant an archerien war evezh ez eus bet serret daou zen o werzhañ poezon d’ar festivalourien. Eus Bro Paris e oa an daou-se evel just ha deuet e oant e Sant-Maloù evit gwerzhañ dramm nemetken.

Kondaonet int bet gant lez-varn Sant-Maloù dre ur CRPC. 30 mizvezh hag 8 mizvezh en toull-bac’h o deus paket.

Ganto zo bet kavet kannab, egstazi ha kokain gant an archerien.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS