Ar Bank Bro-C’hall (dam-)laêret e An Oriant : tud arestet e Paris hag e Bro-Spagn

Publicité

Nag ur souezhenn ! Tud a zo bet arestet e An Oriant, Paris ha Bro-Spagn a-c’houde ar laeroñsi c’hwitet hag a oe bet e Loomis, ur pourchasour a Vank Bro-C’hall ag An Oriant d’ar 05 a viz meurzh. An deiz-mañ en doe klasket ur skipailh laeron-noz gober un toull e mogoer Loomis. Ostilhoù a-feson a oe bet feurmet gante evit he gober met dre ma gornas an alarm e rankjont tec’hout kuit en ur leuskel traoù àr ar leur : ur livn ha dreist-holl tammoù ADN.

Ha ne oe ket dianav an ADN-mañ d’ar boliserion. Hini ur laer anavezet mat gante e oe. Selaouet eo bet e bellgomzer e-pad mizioù hag a-benn ar fin eo bet komprenet get paotred ar polis piv e oe en taol. Tud é chom e Bro-Spagn hag e Paris a oe er jeu. Drogach, armoù, argant a zo bet kavet d’an 29 a viz eost (met embannet eo bet d’ar 5 a viz gwenholon get ar polis) pa fardas poliserion SRPJ Roazhon ha re an OCLO (Office centrale de lutte contre le crime organisé) àr an tier ma oa tout an dud-se é kousket. 11 en holl a zo bet arestet. « Ur skipailh » reve an SRPJ Roazhon.

Paris…Bro-Spagn…drogach…armoù…. peseurt doare tud eo ar re-se ? Tud ar C’hasa del Papel pe tud egzotikoc’h ? Hag ur mennozh ho peus tudoù kaer ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Apprentissage du breton : la plateforme Desketa fête ses deux ans et dépasse les 20 000 utilisateurs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

Ur strollad punk anarkour a sav e vouezh a-enep ar feministed ag an tu-pellañ !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Kêr bPloue he deus sinet live 2 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local

Bez Roparz Hemon a vefe en disherit

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Ur raktres wok arc’hantaouet gant ar Redadeg c’hoazh ar bloaz-mañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Lannarstêr : serret e vo ur skol divyezhek

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, VANNES

Ur c’hlas divyezhek nevez ‘ba Arzhal, mes ‘ba Maoron…

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.