Publicité

E parkoù Breizh e weler saout e-leizh. Met n’eo ket gouennoù Breizh evel gwechall rak Prim’Holstein eo an darn vrasañ anezho. Ur meskaj a ouennoù. Ne weler ket mui buoc’hed Naoned pe brizh-du, siwazh.

Abalamour da dud entanet gant gouennoù ar vro zo bet savetaet saout Breizh. Hag a vloaz da vloaz e vez ganet un niver dereat a bennoù chatal nevez. Evit saveteiñ ar gouennoù kozh.

Er bloavezhioù 60, da skouer, ne oa ket mui a saout brizhruz Karaez koulz lavarout. Met, ur c’houplad a vretoned harluet en Dordogn o doa kaset ganto un dropellad a saout vrizhruz. Diwar an tropellad-se e teuas a-benn skiantourion an UBO, Skol-Veur Breizh-Izel, da adsevel an ouenn. Ken eo bet lakaet peder anezho o peuriñ e traonienn Hyères e Karaez gant an ti-kêr. Ha d’an 13 a viz here e alas « Joséphine ». Ha setu ganet « Unan ruz » (e anv) ! An hini kentañ ganet e Karaez abaoe ar bloavezhioù 60 memestra !

An « Arvorigenned » a oa un ouenn a saout breizhad all. Tro Menez Arre, Pondi, Loudia a veze gwelet anezho gwechall. Nevez zo eo bet marilhet « Tayga », ar 1000vet parez eus an ouenn, bet ganet e miz even 2022 e Plerger e Bro Sant-Maloù ! Abaoe miz meurzh emañ an Tayga-mañ e Sant, e Bro-Zol ma vo lakaet d’ober reoù bihan d’he zro moarvat.

Crédit photo : Drev_chez_Yannig_Coulomb_&_Gaëlle_Kerléguer (wikipedia)

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.