Bourc’hnevez-Raez (44) : un den a arru gant ur sabrenn war bord an dachenn vell-droad

Publicité

Bugale a oa o c’hourdonañ war tachenn vell-droad Bourc’hnevez-Raez/Bourneu e Bro-Raez d’ar yaou 23 a viz du. A-daol-trumm, setu un den oc’h erruout war bord an dachenn. N’eo ket tad ur bugel bennak anezhañ. Mont a ra ar gourdoner da gaout anezhañ da c’houlenn gantañ petra emañ oc’h ober amañ. Boeson a zo gant an den, anat. Hag eñ da ganañ pouilh d’ar gourdoner, ur c’horsad : « mab ar c’hast » ha traoù a seurt-se. Ha dao ! Paket gant ar c’hunujenner ur flac’had. Arabat klask triñchon d’ur c’horsad ! Gant se ez a kuit an den.

Dont a ra en-dro un nebeut munutennoù war-lerc’h. Gantañ ur sabrenn. Hep tennañ anezhañ eus e feur e ra ardoù gantañ, o gunujenniñ ar gourdoner c’hoazh. Ha tout-se dirak krennarded a 14-15 vloaz !

A-benn ar fin e teuas a-benn ar gourdroner da vestroniañ anezhañ. Ha galvet an archerien. Met pa arrujont e oa aet kuit an den. Serret e voe a-c’houdevezh ha kaset d’ar bidouf. Barnet e vo d’ar 04 a viz gouere 2024 dirak lez-varn Sant-Nazer.

Goulenn a ra ar c’hlub mell-droad e vefe ambrouget ar vugale gant o zud da c’hortoz e vefe diskoulmet an afer.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Bourc’hnevez-Raez (44) : un den a arru gant ur sabrenn war bord an dachenn vell-droad”

  1. Philibert dit :

    Et en français ça donne quoi ?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Réunification

Ur Gwenn-ha-du nevez gwintaet e Bro-Raez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.