Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Maloù : un Tunizian dindan OQTF a glask laerañ ur babig en ospital goude bezañ skoet gant ar vamm

Hag eo sot, fol pe drammet an Tunizian en deus lakaet freuz ha reuz e ospital Sant-Maloù d’an 29 a viz ebrel ? Diaes da lavarout…

Abaoe tarz an deiz e oa pennfollet. Ne oa ket en e stad vat. Skeiñ a rae e benn ouzh ar voger da skouer. D’an trummadoù eo bet kaset a-benn ar fin. E “vab” a oa bet ganet e ospital Sant-Maloù 6 devezh zo. Keloù mat ! Met pa erruas e kambr e wreg e oa aet e skiant-vat digantañ : kregiñ a reas e-barzh chupenn merc’hig e zousig ha neuze he mamm, ha neuze e eilpennas ar c’havell. Eüruzamant ne oa ket ar babig ennañ !

Spontet-mik, ez eas kuit e wreg da hopal paotred ar surentez. Ya met pa errujont er gambr ne oa ket mui an tad enni, nag ar babig ! War skeudennoù ar c’hameriaoù eveshiañ e weled mat en doa degaset ar babig gantañ. Gwelet a reed e dreid o tibaseal eus mantell an “tad” ! A-daol-trumm, emañ tout an dud o klask war o lerc’h ! Serret eo dorioù an ospital ha dont a ra a-benn paotred ar surentez da gemer ar babig digant an Tunizian. Erru a ra an archerien. E penn-kentañ ne fell ket d’ar vamm sevel klemm. Cheñch a ra he soñj war-lerc’h.

Hervezi, 6 miz a-raok e oa bet skoet gantañ. Ha hi dougerez ! Ingal e huch warnañ “gast ac’hanout !” a lavar dezhi. E zoare da gomz eo, hervezañ. “An holl dud a gomz mod-se em familh” emezañ. Ah ma !

Pa voe serret gant ar boliserien en defe kunujennet anezho ha gourdrouzoù da heul : “ez an da zic’houzougañ ho kwreged hag ho merc’hed !” e-touez kunujennoù all. Hag a-benn ar fin e tispakas e fulup dirak kamera an toull ma oa bet kaset ennañ d’en em sioulaat.

Evel just emañ dindan OQTF hag a-wechoù e werzh kannap. Pa oa aet e fulor en ospital e oa dindan Lexomil. N’eo ket tad biolojikel ar babig ha diskred a zo warnañ bezañ anavezet ar bugel a-raok e vefe ganet evit kaout paperioù. Un den tre ! Ur chañs evit Breizh !

A-benn ar fin en deus paket 10 mizvezh prizon. Mui 4 mizvezh eus ur goursez kozh : 14 mizvezh en holl mui traouigoù all !

Ha skarzhet e vo eus Breizh ? Se zo un afer all, ar “c’hevredigezhioù” a zo war evezh…

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

3 réponses à “Sant-Maloù : un Tunizian dindan OQTF a glask laerañ ur babig en ospital goude bezañ skoet gant ar vamm”

  1. Moutig dit :

    Paour-kaezh Breizh… Petra ober bepred pa’z eo aet da ambren tout an dud hor pobl en o mesk…

  2. Gaï de Ropraz dit :

    J’ai tout juste compris qu’il s’agissait d’un Tunisien.

    Vous savez ce que je pense d’eux … Je ne vais pas épiloguer.

  3. NEVEU RAYMOND dit :

    Mais qu’ils aillent foutre leur bordel dans les beaux quartiers de Paris et autres lieux chez les bobos et bobettes à vélo et trottinette!!!

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

A La Une, E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kemper : an Italian a oa… un Tunizian dindan OQTF

Découvrir l'article

ST-MALO

Comment les digues de Saint Malo résistent-elles ?

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

Dodik Jégou, figure incontournable de la culture bretonne, s’est éteinte à l’âge de 89 ans

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malou : Daghestaniz a laere dilhad er stalioù, kondaonet int bet

Découvrir l'article

Politique

Intimidation politique à Saint-Malo. Un agent municipal pris en flagrant délit de dégradation d’affiches du Rassemblement national pendant son service

Découvrir l'article

Dinan

Violences à Dinan : deux hommes condamnés à de la prison ferme

Découvrir l'article

Environnement, ST-MALO

Saint-Malo : Stérilisation des goélands, du 2 au 30 avril, inscription pour les propriétaires

Découvrir l'article

Economie, JERSEY, Local, ST-MALO

Y aura-t-il un tunnel entre Jersey et la Normandie ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malou : Ur c’hlasad Ulis hep kelenner e-pad mizioù

Découvrir l'article

ST-MALO

Week-end à Saint-Malo – Échappées belles

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky