Brest : an Albanad bac’het en e ranndi, ur fuzuilh gantañ, en deus en em rentet

E Brest, ar boulouard Gambetta a oa e strabouilh, dimeurzh : un Albaniad, anavezet mat evit skeiñ gant e wreg, en doa en em vac’het en e ranndi, gantañ ur fuzuilh !

Tro 5e mintin en doa kroget an afer : huchadennoù a voe klevet er boulouard. Ar paotr en e 30 vloaz a felle dezhañ skeiñ gant e wreg hag e vugel ur wech ouzhpenn. Gantañ e oa ur fuzuilh ar wech-mañ. Evit ober o jeu ?

Goude ur pennad e stlepas e gartouchennoù dre ar prenestr, memestra. Ouf ! Ha neuze e roas e fuzuilh d’ar boliserien a oa degouezhet er straed ar buanañ ar gwellañ. Met ne felle ket dezhañ mont er-maez ! E-unan e oa en e ranndi hag aon o doa ar boliserien e vefe armoù all gantañ.

Goude eurvezhioù o chaokat gerioù gantañ e plegas e douchenn hag en em rentas d’ar boliserien, tro 10e memestra, 5 eurvezh goude an huchadennoù kentañ !

Hag ur vanifestadeg a feministed a vo aozet e Brest goude an afer-mañ ? Ne soñj ket din, un estrañjour eo an den feuls, neuze en deus ur seurt « totem digastiz » evit an tu-kleiz e-giz ‘vez lavaret e Koh-Lanta.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, Santé

Brest : une journée pour prévenir la mort subite du nourrisson

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Brest : An Tunizian diskred warnañ bezañ ul laer a oa kuzhet en ul leti

Découvrir l'article

BREST, Football, LORIENT, NANTES, RENNES, Sport

Ligue 1 (3ᵉ journée). Les clubs bretons à la peine avant la trêve, sauf Nantes

Découvrir l'article

Economie, Immobilier

Immobilier à Brest : un marché dynamique entre nature et transformation urbaine

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Football, Local, Sociétal, Société, Sport

Brest : ur skipailh mell-droad « queer ha gwregelour »

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, Société

Brest : Dindan OQTF, fichennet S, ar chofard aljerian kaset da doullbac’h en-dro

Découvrir l'article

BREST

« Justice » à Brest. Tabassé au petit matin sur le marché : un commerçant laissé pour mort, deux frères condamnés… avec sursis

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local

Brest : daou zen o klask degas drogach dre zron d’an toull-bac’h serret

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : ur c’hoñversant taget e marc’had Sant-Loeiz, daou vreur serret

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local, Sociétal, Société

Brest : e miz mae, un ti « queer ha feminist »

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky