E-pad ur mare, tro an XIIIvet kantved, e veze graet « llimosi » eus an oksitaneg hag ar c’hatalaneg. Padout a reas e-giz-se betek ar XVIvet kantved e Katalogn. Ha padal, emañ al « llimosi », an oksitaneg limouzi a-vremañ, war e varv e Limouzin.
Hervez an Institut d’Estudis Occitans ne vez ket doujet d’ar feur-emglev sinet e 2018 gant rektorelezh Limoges evit ma vefe desket muioc’h an oksitaneg er skolioù gant ar vugale limouzin. O c’houzout e oa izel-tre dija ar palioù skrivet er feur-emglev-mañ.
Gant 140 bugel nemetken e vez desket oksitaneg en 3 departamant (Creuse, Corrèze, Haute-Vienne) az a d’ober ar rannvro Limouzin kozh. En Dordogne, un departamant tost, hag a oa un tamm anezhañ el Limouzin istorel, ez eus muioc’h eget 1000 o teskiñ langach o hendadoù !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine