Ar Releg-Kerhuon (29) : Dindan OQTF, dindan boeson met o tagañ an dud gant kontilli !

Publicité

Un Tunizian eo. Dindan OQTF evel just kar n’eo ket ar wech kentañ ez eus anv anezhañ er c’homiserdi. E Bro-Frañs emañ abaoe 2021. D’ar 16 a viz du e oa dindan boeson hag o kreviñ gant ar warizi. E wreg ! Petra vez graet ganti e-pad en devezh, hañ ? An noz-se e skoas ganti hardizh, setu ar pezh a lâr hi ha ur strollad tud bepred. Gwelet o deus an Tunizian skeiñ ganti dirak o savadur. Goude e wreg e skoas gant ar re a glaske he sikour.

Met d’an 19 a viz du, dirak lez-varn Kemper e nac’h pep tra. N’eus ket skoet gant den ebet. Ha n’eus ket gourdrouzet tud war an hent gant daou gontell. « M’hen tou deoc’h ! ».

Hervez ar brokulorez ne gompren ket memes eo grevus ar pezh en deus graet.

Feuket eo an dud en deus taget met ne cheñch netra evitañ.

Kondaonet eo bet da zaouzek mizvezh toull-bac’h, 5 anezho gant goursez.

Hag an OQTF ?

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.