Roazhon : ha skwatet e vo jiminasoù nevez evit an embroidi ar sizhun-mañ ?

Publicité

D’ar 25 a viz c’hwevrer o doa en em vodet tud ar « C’hollectif de soutien aux personnes sans-papiers de Rennes – CSPSP 35« . Un ugent bennak a emsaverien e oa, met hervez ar gaochisted, ne oa ket « kalz a dud dibaper » o kemer perzh en emvod-mañ. Ar pezh a dalv ne ra ket foutr an embroidi eus randonerezh ar gaochisted kar n’eo ket ar wech kentañ o dez keuz ne vefe ket intereset o « mignoned » gant o frederioù bervidant.

Da gentañ, emañ ar gaochisted o vont « da welaat » an diskouezadeg a vez staliet ingal amañ hag ahont e kreiz kêr Roazhon gante. Kar « klichedoù nevez o deus klevet » o selaou an dud o terc’hel an diskouezadeg e straedoù Roazhon. « Klichedoù » war ar skoazelloù sokial hag an AME paneveken. Klichedoù nemetken ?

Dimerc’her a zeu da 6e00 noz e vo aozet un obererezh plasenn Vreizh e Roazhon. Un obererezh « a-enep Trump » e vo. N’on ket sur e klevo paotr MAGA anv eus taol Roazhon…

A-hend-all e vo kaset daou labous eus ar CSPSP da Zouarnenez d’ar sadorn 15 a viz meurzh evit « poellgor rannvroel ar strolladoù a souten an embroidi ». Hag, evel just, goude e vo « ur fest ». Homo festivus atav hag adarre…

War sujed ar jiminasoù skwatet gant an embroidi e Roazhon er mare-mañ : bremañ n’eo ket mui deuet mat ar c’hevredigezhioù gaochist enne. Skarzhet int bet mui me vui gant an embroidi. Met ne vir ket oute da glask gouzout penaos e tro an traoù e-barzh. « Question logement, la situation est tendue sur Rennes : aucune solution n’est proposée pour les personnes qui « vivent » dans les gymnases, même si on observe des « mouvements » dans l’un d’entre eux, sans bien comprendre ce qu’il se passe exactement. » Spered a sklaved, tud sujet…

Herveze ez eus re a dud er skwatoù-se, dav e vefe kavout ul lec’h nevez da aloubiñ : diriaoù a zeu, tro 5e noz, e vo graet un taol e Roazhon, da lavaret eo, skwatet e vo ur jiminas pe un ti nevez evit lojañ an embroidi.

A-hend-all e vo soutenet obererezh ar CIAMIR (Collectif des Immigrés Abandonnés et des Mineurs Isolés de Rennes) dimeurzh gant ar CSPSP 35. Kar dimeurzh, tro kreisteiz e vo graet un obererezh gant ar strollegezh-mañ.

Hag emañ c’hoazh Roazhon e Breizh ?

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, RENNES, Sociétal, Société

Le Rheu (35) : an ti-kêr a adliv ar gumun gant ar livioù LGBT

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Sociétal, Société

Pa vo berzet ar festoù-noz hag ar c’hrampouezh-silzig…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Politique, RENNES

Roazhon : ur dibenn-sizhun wok ha nec’hus

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : skarzhet eo bet ar repuidi eus Carrefour 18

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : un Eritrean kondaonet evit bezañ kontellet ur c’henvroad

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES

Roazhon : argadoù revel war bugale e kamp Maurepas ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Immigration, Local

Roazhon : repuidi skarzhet eus park Maurepas a zo bet kaset da Felger

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES

Ar « skwat kadioù », sotoni nevez an tu-kleiz er gourmarc’hadoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Football, Local, NANTES, Sport

Naoned/Roazhon : an FC Naoned a gas kemenadennoù war an « derby breton »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.