Italia : an emrenerezh evit ar « Valadas Occitanas » ?

Publicité

E kornôg Italia, ez eus daouzek flondrenn ma vez komzet okitaneg enno : Ar Valadas Occitanas a vez anvet anezhe en okitaneg pe « Valli Occitane » en italianeg. Flondrennoù uhel eus an Alpoù eo, pell eus ar c’hêrioù bras ha greantel eus norzh Italia ha dizarempredet ken-ha-ken. D’ar sadorn 10 a viz mae e voe lañset « Gouel ar menezioù » e kêr gCunéo/Conu, ur gêr a 55000 anneziad, er Piemont. En ti-kêr, an deiz-se, e voe un digarez da sinañ un emglev « “patto per la condivisione delle politiche di sviluppo del territorio della Mezzaluna alpina” etre kêrioù Cuneo, Saluzzo ha Mondovì gant an Assemblea Occitana Valadas, ur strollad emrenour okitan. Hag e-barzh an emglev-se ez eus bet reklemet an emrenerezh evit ar flondrennoù okitan. « Ni a reklem ur proviñs okitan emren, mod-se e vo graet muioc’h war-dro hon tiriadoù » a zo skrivet mui pe vui en destenn.

« Ar pal er fin zo da gaout ur proviñs emren evit kaout muioc’h a arc’hant ha muioc’h a servijoù hag evit ma vefe gwarezet evit gwir ar sevenadur hag ar yezh okitan » o deus skrivet aozerien ar gouel paneveken.

Crédit photo : Wikipedia
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Histoire, Patrimoine, Sociétal, Société, Tribune libre

Une manière simple d’instaurer rapidement la préférence nationale à l’emploi : demander le bilinguisme français-langue régionale aux nouveaux salariés ! [L’Agora]

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.