Ezhomm zo eus un trede post divyezhek brezhoneg-galleg ‘ba skol bublik Kastellaodren, war ar vevenn etre Bro-C’hallo ha Breizh-Izel ! Ha pa vez achu gant ar bloavezh-skol emañ leun a startijenn tud ar vugale evit reklem ur post nevez. 49 bugel a zo enskrivet evit ar bloaz a zeu ha n’eus ket anv e zafent holl d’ober div glasad, hervez an emsaverien bodet er gevredigezh Div Yezh Kastellaodren.
E miz even e oa sañset ar rektorelezh lavar e soñj, ar pezh n’en deus ket graet. Bremañ e vo ret gortoz miz eost. Ha petra c’hoazh ? D’ar 7 a viz gouere e oa bodet ar gerent dirak an ti-skol evit reklem ur respont. Ar maez a zo a-du gante, an FSU ivez. Pariañ a ra tud ar vugale e vo enskrivadennoù nevez e-pad an hañv ha re ziwezhat e vo e miz gwengolo evit kavout ur skolaer pe skolaerez ma ne vez ket divizet diouzhtu digeriñ ur post nevez. « Ur strategiezh a vreinadur eo a-berzh ar rektorelezh » a lâront-int.
Frédéric Fabre, rener akademikel Aodoù-an-Arvor a oa bet pedet d’an tolpadeg. A-benn ar fin, n’eo ket deuet. Siwazh d’ar vanifesterien !
Ar re intereset gant an hentenn divyezhek evit o bugel a c’hell pellgomz d’ar 02 96 74 18 60, plasoù a chom.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
Une réponse à “Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg”
Poent lakaat ar Ripiblik er zail c’haor ha d’an aod evel en amzer gwechall!