Kaoz a zo eus lander alaman ar Saxe-Anhalt abaoe m’en deus gounezet an AFD ar votadeg diwezhañ. « Distro an nazied » hag all.
Met, war un dro, ez eus bet gounezet votadegoù en Alamagn gant an tu-kleiz, gant Die Linke paneveken. E kêr Hanovre an tu-kleiz en deus rastellet 79% eus ar mouezhioù evit ar votadegoù-kêr a zo bet d’an 13 a viz gwengolo da skouer. Ha memestra e kêrioù all : Göttingen (72% eus ar mouezhioù a zo bet gant an tu-kleiz), Brunswick ( 65% ), Oldenburg (54%). Ar c’hêrioù-se a zo kêrioù ken bras ha Roazhon pe Brest da skouer. Hag evel du-mañ e vez votet evit an tu-kleiz gant annezidi ar c’hêrioù, boboed ha « pinvidikourien ». Er c’hontrol e vez votet evit an AFD gant tud diwar ar maez, tud paour hag alaman a-orin, evel e Saxe-Anhalt.
Ha gwasoc’h zo : d’an 20 a viz gwengolo e vo votet e Berlin ha Die Linke eo a zo e penn ar sondadegoù !
Evel ar pezh a c’hoarvez e Bro-Frañs : ar maezioù a vot evit an tu-dehoù broadelour, ar c’hêrioù bobo ha « pinvidikaet » a vot evit an tu-kleiz. Ur frailh hag a zo ledanoc’h-ledanañ.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.