
Euskadi : teir hentenn dre soubidigezh nevez er skolioù publik
A-benn an distro-skol e vo teir hentenn dre soubidigezh nevez er skolioù publik eus norzh Euskal Herria (Ipparalde). E Barcus (Soule), Larrau (Soule) hag Irissary (Basse-Navarre) e vo ar skolioù-se. Gant ar rektorelezh eo bet embannet digoradur an hentennoù. Evit digeriñ anezho eo bet lakaet e pleustr an argerzhadur nevez marc’hataet etre Ofis an Euskareg hag an Deskadurezh Stad hag