Diriaou dremenet e oa bet aloubet sez ar gomision hag ar parlamant Europa e Barcelona gant emsaverien evit ar brizonidi hag an harluidi bolitikel katalan. An hanter-kant a dud a faote dezhe sevel o mouezh ouzh an ensavadurioù Europa hag a asant gant politikerezh ar gouarnamant spagnol. Hervez ar vanifesterien « ez eus 3000 katalan gwallgaset en askont d’o mennozhioù politikel dizalc’hour, anez komz eus ar re en harlu » evel Carles Puigdemont.
D’an 09 a viz meurzh e asañtas ar parlamant Europa, dalc’het warnañ gant Madrid, da dennañ e immuniezh d’ar prezidant kozh.
Illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse
Dommage que je ne puisse pas lire l’article. Une traduction en français serait la bien venue. Le titre seul aiderait.