Ligue Europa : un « tokad » en akomod d’an FK Naoned

« Bennozh doue ! » a c’hello huchal aduerien an FK Naoned rak an avel a zo o treiñ a-du evit ar vretoned da c’hortoz match kentañ al Ligue Europa. Hiziv d’ar gwener 26 a viz eost eo bet tennet ar c’houlzadoù strolladoù d’ar sort. A-benn ar fin e vo an FK Naoned en « tokad » G, da lavaret eo hini an Olympiakos (Bro-C’hres), Qarabağ (Bro-Azerbaïdjan) ha Fribourg FK. An Olympiakos an hini eo e vo an enebour dañjerusañ evit ar ganaried.

Dañjer e oa evit klub kêrbenn Breizh e vefe er memes tok ha Manchester United, Feyenoord Rotterdam pe ar Betis Sévilla. Trugarez Doue e c’hello an FCN tennañ e frap en ur strollad en akomod dezhañ.

 

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS