Klasket en defe deviñ ur familh e bro Dinan : Ayoub a chom en toull-bac’h

Publicité

E miz gwengolo 2021 o doa en em bilet tud e Dinan. Un afer dramm war a seblant. Feuls e oa bet ar biladeg rak taolioù kontell a oa bet roet zoken. E Lanvalae emañ tud ar paotr en doa roet an taolioù kontell o chom. Eus Dinan eo hemañ met eus Bro Paris e oa e enebourien. Feuket ha kounnaret gant ar c’hoant d’en em vañjiñ e tegouezhas e miz here tri abostol eus Les Mureaux e Lanvalae. C’hoant ganto ober o stal da familh paotr e gontell. Fellout a rae dezho gouzout pelec’h e oa mab ar familh. Evit kendrec’hiñ an dud da respont dezho diouzhtu o doa skuilhet esañs diraze ha war ar gourvezvank !

A-benn ar fin o doa lakaet tan en esañs ha partiet an tan-gwall

Goude un enklask e voe kavet « Ayoub », un den eus ar Mureaux, gant polis Dinan. Ha padal hervezañ n’en deus netra d’ober en afer-se ! « M’en tou deoc’h ! » Hervez ar boliserien e oa unan eus an tri forban koulskoude. 27 vloaz eo Ayoub, 8 menneg war e roll lez-varn, setu un den hag a zo anavezet mat gant ar boliserien !

D’ar 14 a viz ebrel e oa dirak barner ar frankiz evit gouzout hag e chomo en toull-bac’h pe get a-raok e brosez. Touet en doa ruz-glaou-tan ne oa ket e Lanvalae e miz gwengolo. Deuet e oa e Dinan « da dremen vakañsoù ». Ha forzh penaos ma vez dibrizonet « biken ne zeuio e Breizh en-dro a-raok ar prosez ». Ar « tchatche » !

A-benn ar fin e chomo en toull-bac’h.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.