Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Pesort anv aveit ar gumun nevez-mañ ?

‘Ba norzh ar Morbihan e vo savet ur gumun nevez dre gendeuziñ peder : “Pluvaeg”, “Ar C’hembod”, “Sant-Stefan-ar-Roudouz” ha “Koedlogon”. Mes pesort anv he do-hi ar gumun nevez-mañ ? Adal miz genver e vo lakaet boestoù ‘ba pep ti-kêr aveit ma vehe choazet un anv get tud ar vro. Pep hini a c’hello lâr’ e soñj ha kennig un anv.

‘Ba Bro-C’hallo emañ ar c’humunioù-mañ (un terouer chouan e oe gwezharall) mes e berton eo o anv, nameit aveit Saint-Etienne du Gué de l’Isle hag a zo bet troet (get piv ?) e “Sant-Stefan-ar-Roudouz”. Mes piv a lâr “Pluvaeg” e Bro-Gwened a-hend-arall ? Den ebet. Tud ar vro a ra get anvioù arall, e galloeg marhat.

Pesort anv a vo choazet ? Esperamp ne vo ket un anv tort èl “Evellys” (e plas Nein, Remengol ha Moustoer-Remengol) ur sort.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Pesort anv aveit ar gumun nevez-mañ ?”

  1. Henricus filius Johannis dit :

    Hag an anv droch-se, Evellys, a ve distaget [evlis] sañset… Ar pezh a zo kontrol da reolennoù distagañ ar galleg ‘m eus aon.
    “Eveljust” KerOfis (Diaz lec’hanvadurezh Ofis ar brezhoneg) a lavar deomp ez eo “Eveliz” e “brezhoneg”. Biskoazh kement all !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Société

Cantal : Nozvezh ifern e Aurillac !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Kervignag : c’hwech oto aet da ludu àr leurioù-kenweturiñ !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Emañ Diwan o klask 500 000€ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, VANNES

Laeroñsioù doc’h steudad er Morbihan : un Tunizian serret !

Découvrir l'article

Animaux, E brezhoneg, Local, RENNES

Roazhon : filmet o laerañ ur bouc’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Santé, Société, VANNES

Jeannine e oa he anv

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : redadeg-oto etre an hent-tro hag ar Blosne, un den diskred warnañ serret

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

Kemper : Ur chanter a-stroll e Ti ar Brug

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Loudéac, Patrimoine, Tourisme

[Pegen brav eo Breizh] : an tri feulvan eus Perfao e Sant-Vran (Bro Menez)

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local, Patrimoine, Religion, Société

Hengoat (Bro Dreger) : un iliz o kouezhañ en he foull

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky