« Go woke go broke » : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Publicité

Emañ skipailh Keit Vimp Bev o c’hortoz bezañ lakaet en adreizhadur barnerezhel. Ma vez debret e strapenn gant KVB ne vo ket mui eus ar gazetenn sizhuniek Ya. Ha setu ur ranngalon !

Met petra ‘rit ? Piv a lenne Ya c’hoazh ? Pa oa Yann-Fañch Jacq e penn ar gazetenn e oa enoeüs lenn Ya. Bon… met lennapl e oa c’hoazh. Atav e oa traoù dedennus da lenn enni. Met abaoe m’eo bet lakaet Nikolaz Gourvenneg da benn-redaktour e oa deuet Ya da vezañ mouezh ar wokism eus an tu-pellañ e Breizh. Wokistoc’h ne oa ket ! Bep sizhun e oa ur sarmonaj war ar « paourkaezh repuidi », « ar merc’hed wallgaset », an « enep-faskouriezh » hag all. Gwasoc’h ne oa ket ! Ur gwir gatekiz wok ! Pet a dud koumanantet e oa er fin ? Daou pe dri c’hrennard diwezhat o blev glas marteze ?

Ha padal ez eus ezhomm da gaout ur sizhuniek e brezhoneg, unan, neptu awalc’h marteze, hag a c’hellfe bodañ ar vrezhonegerien.

Trist eo evel ar marv….

Spi hon eus e vo savetaet Keit Vimp Bev ha Ya! Met spi hon eus dreist-holl e vo cheñchet skipailh Ya. Ra’z afe ar wokisted da vevañ er Wokistan !

Keit Vimp Bev a zo wok met petra lavarout diwar-benn ar radioioù e brezhoneg ? Piv a selaou anezho c’hoazh ? Radio Bro Gwened, Radio Naoned a zo mouezhioù ar Wokistan evel Ya! ha paneve an arc’hant publik, fasil ne vefe ket mui anezho.

Emañ hor brezhoneg dindan dalc’h ar gaochism, ar wokisted hag emaint o vont da gas d’ar strad mediaoù savet tamm-ha-tamm gant tud eus an tu-kleiz pe eus an tu-dehou ne vern, met tud ha ne oant ket gaochisted, wokisted brein evel ar re a zo bremañ.

Crédit photo : Keit Vimp Bev

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

7 réponses à “« Go woke go broke » : Keit Vimp Bev en e Ankoù”

  1. Milutin dit :

    Merci pour les articles en Breton ! mais je fais comment pour les lire moi qui ne parle pas breton !!! Aujourd’hui trois articles me passent sous le nez ! Pas possible de les publier dans les deux langues ? A 70 ans je n’ai pas le courage d’apprendre le breton !

  2. T. Gwilhmod dit :

    sur le site de l’opab vous avez un traducteur IA.

  3. T. Gwilhmod dit :

    A-du on a-grenn gant ar pennad-mañ. Ezhomm bras en deus an Emsav a vediaoù broadelour da vroudañ ar stourm, ha tamm ebet a vediaoù o vont gant roud an avel o c’hwezhañ a zo a gleiz a-bezh, woke, benelour, LGBTWYZ hag all. Ret eo stourm evit ma teuio a-benn Emsav ar brezhoneg da grouiñ ur gevredigezh gwelloc’h eget an hini c’hall, ha ne vo ket diaes-tre. Met kinnig ar memes kevredigezh bedelour, benelour LGBTXYZ hag all n’eus deus ster ebet. Evvit petra e cheñfe an dud o yezh p’o devez dija kement-se e galleg ?!

  4. Taliesin dit :

    Et comment ferait-on nous, brittophones, si tous les articles étaient écrits en français pour ne pas froisser les lecteurs monolingues qui n’ont pas le courage de l’apprendre ?

  5. Taliesin dit :

    Tre ha tre ar perzh a oa arru genin. Get ar poazh mah oan é lenn pennadoù a wokiezh m’eh on chomet a-sav get Ya!. Na perzh un dismantr pa vehe bet moaiand leuskel lec’h get rac’h an dud : pennadoù a-du hag a-enep kement ha kement.
    Siwazh, ar c’hleizaj a gousia kement tra ma Kemer perzh ennon.

  6. Ewen dit :

    N’on ket sur da gompren ar pezh a faot deoc’h lâret ? Ret e vije d’ar pennadoù e brezhoneg bezañ skrivet e galleg evit bezañ komprenet gant tud na reont ket ar striv da zeskiñ ar yezh ??? 🤨

    Pas sûr de comprendre le sens de votre commentaire. Ce sont des articles en breton, si vous voulez les lire il vous suffit d’apprendre le breton, d’ouvrir un dicitonnaire, une grammaire, ou d’utiliser un traducteur automatique et de commencer à découvrir la langue. À moins que vous ne vouliez que les articles en breton soient écrits en… français ??? 🤨

  7. Ewen dit :

    Trugarez deoc’h da ginnig pennadoù e brezhoneg hepken !

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Short, Sociétal

Le recul du français en Algérie est une bonne nouvelle

A La Une, Sociétal, Société

De la « Trad Wife » à la tendance « Mom Rage » : la dérive spectaculaire de mères occidentales

Culture & Patrimoine, Patrimoine

La Fondation du patrimoine recherche 150 jeunes bénévoles pour les Journées du patrimoine 2026

Justice

1 000 postes de surveillants pénitentiaires à pourvoir : les inscriptions sont ouvertes

Culture & Patrimoine, Histoire

La Paix, l’essai méconnu qu’Ernst Jünger rédigea au cœur de l’Occupation

Loudéac

Loudéac (22).Le Vélodrome de Bretagne accueille pour la première fois des athlètes internationaux

brest_aeroport

BREST, Economie

Aéroport de Brest : 17,5 millions d’euros de travaux et six semaines de fermeture en 2028

Economie, Politique, Tribune libre

Bretagne/Pays de la Loire : Quand Philippe Créhange (Le Télégramme) parle de « courage budgétaire » on a envie de rire [L’Agora]

E brezhoneg, Education

Distro-skol : etre ar vugale ha n’int ket mestr war o nerzhioù, o zud torr-penn hag ar gelennerien gaochist, chañs vat d’ar re all !

Economie

Comparatif des agences de marketing digital en France : périmètres, spécialités et profils de clients

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine

Apprendre le breton : Roudour ouvre ses inscriptions pour la rentrée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.