UDB : an arz d’en em faziañ

Publicité

Leun a dud e oa palez ar c’hendalc’hioù e Pondi evit 60vet deiz-ha-bloaz an UDB. Souezhet eo bet pennoù bras an UDB o welet kement ha dud.

Un dra vat eo en ur mod. Diskouez a ra n’eo ket marv an emsav emrenour e Breizh.

Met ne cheñch ket ar « Strollad ». Atav gant an hent fall ! Ar wech-mañ e oa bet pedet Edwy Plenel da lavar e soñj. Seurt « test meur » an deiz. Abaoe disadorn e vez gwelet kontoù an UDBerien war ar rouedadoù sokial o tiskouez fotoioù penn bras Mediapart. Pep hini e selfie gant an « den meur ». Ur gwir porzh-yer a faned !

Met penaos e c’heller bezañ laouen da vezañ pedet Edwy Plenel d’un darvoud politikel bennak ? Pimpatron an islamo-gaochist eo ar parizian-mañ. Pimpatrom an « tu-kleiz kevredigezhel » hag a dalv da falc’h an Ankoù evit an tu-kleiz ?

A-benn daou viz e vo graet 30% d’ar votadegoù european gant an RN ha tud evit Edwy Plenel eo a vo kaoz eus se. An « tu-kleiz dall » eo, tu-kleiz an dinac’h. Ha gant piv e vez pedet Edwy Plenel da lavar e goñchoù born ? Da reiñ e « gentel vat » d’ar blouked ? Gant an UDB evel just !

Ha dre m’en deus an UDB an tu d’en em faziañ e oa bet pedet Enzo Lesourt, kuzulier Eric Piolle, maer EELV Grenoble, ivez. Pimpatrom an ekologouriezh pastek eo Eric Piolle, an ekologouriezh woke, bobo, islamo-gaochist. Gwashañ abostol n’eus ket bet en tu-kleiz. Hag an UDB a zo fier ha laouen da vezañ pedet e guzulier…

Ha pa vo skarzhet ar chapel-mañ eus an ekologouriezh eus an tiez-kêr he doa gounezet e 2014 e kendalc’ho an UDB d’ober daoulagad vihan dezhi. An arz d’en em faziañ. Atav giz atav…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “UDB : an arz d’en em faziañ”

  1. Manac'h Per dit :

    ur strollad politikel hag a dalvez da netra evit dieubidigezh vreizh……

  2. Ewen dit :

    Peseurt strollad a dalvez un dra bennaket ?

    N’eus hini ebet sirius a-walc’h, an UDB krouet 60 bloaz ‘zo stanket c’hoazh gant mennozhioù tu kleiz pellañ ar bloavezhioù 70.

    Ar Strollad Breizh, krouet 20 bloaz ‘zo, n’en deus dilennad ebet, ha programm politikel ebet.

    Pour la Bretagne en deus dilennidi, met netra all.

    Hag a re all, furlukined washoc’h c’hoazh o embann fotoioù war Facebook pe Twitter o pegañ skritelloù, ha mat pell ‘zo.

    Trist eo an dazont evit ar vro…

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

CARHAIX, Politique

Carhaix. Un colloque pour l’autonomie de la Bretagne ce samedi au Glenmor

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, PONTIVY

Pondi : ur levr àr « Trelo », karter ar vicherourion hag ar rilhennoù-kailh gwezharall

Découvrir l'article

Politique

Elections municipales : l’UDB a perdu Brest

Découvrir l'article

Politique

Banquet du RN à Bourbriac (22) : une polémique fabriquée par une poignée de militants une nouvelle fois relayés avec complicité par la presse locale

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Politique, PONTIVY

Pondi : « Heuget gant LFI », Marie-Madeleine Doré-Lucas a ya kuit eus ar strollad

Découvrir l'article

Sociétal, ST-BRIEUC, Tribune libre

Brasserie Kerfave, Canon français… : Quand cessera-t-on d’accepter qu’une minorité hystérique dicte sa loi et terrorise la majorité silencieuse ?

Découvrir l'article

Politique

Lydie Massard (UDB) se présente aux primaires de la Gauche

Découvrir l'article

Politique

Paul Molac lance « Faisons Bretagne », un mouvement pour l’autonomie régionale

Découvrir l'article

Politique

UDB : 2 élus à Nantes, Gael Briand éjecté à Lorient

Découvrir l'article

Sociétal

TVL : I-Média revient sur les maires humiliés, le piratage massif des données et les dérives du système médiatique

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.