Ur vanifestadeg evit ar brezhoneg ! Abaoe pell n’hon eus ket kerzhet ha kanet er straedoù evit hor yezh. Met piv en deus galvet ar vretoned da vanifestiñ e-giz se ? Ur strollad eus an tu-kleiz pellañ an hini eo. Ar pezh a dalv e vo kalz a vannieloù LGBT pe palestinian pe ruz pe kanak pe me oar c’hoazh. A-benn ar fin e vo ur vanifestadeg eus an tu-kleiz, liv ar gwenn-ha-du warni ha c’hoazh, ma n’hallo ket ar re « neptu » pe, gwasoc’h c’hoazh, ar re eus an tu-dehou kemer perzh enni.
Eüruzamant zo bet galvet da vanifestiñ gant strolladoù pe ensavadurioù all, Diwan en o zouez. Siwazh, skrivet eo war un tamm maen bennak eus koadeg Brekilien moarvat : ma zo un den bennak eus an tu-kleiz en ur vanifestadeg n’hall ket dont tud eus an tu-dehou enni. Re feuket e vo ar gaochist, mod-se ‘mañ !
Forzh penaos, dre m’eo deuet an Emsav da vezañ ur manier repu evit ar gaochisted, n’ouzon ket hag a zay kalz a dud « normal » (hep komz eus emsaverien an tu-dehou) da vanifestiñ evit ar brezhoneg. Trist eo memestra…
A-hend-all, zo un dra a chif ac’hanon : perak tra e vo aozet ur vanifestadeg evit ar brezhoneg e Roazhon ? Pa seller ouzh ur gartenn eo sklaer ez eo e Breizh-Izel, tro-dro Brest pe An Oriant da skouer, ma zo ar muiañ a skolioù pe klasoù e brezhoneg, evelkent. Ha tadoù ha mammoù ar vugale skoliataet er skolioù-se eo a zeuio da vanifestiñ da gentañ tout ha n’eo ket tud eus Roazhon pe Bro-C’hallo.
Ur choaz ideolojikel eo tra ken ! « Gounit kêrioù bras eus Breizh-Uhel d’ar brezhoneg » setu ar c’hredo nevez. Evit bezañ plijet da biv ? D’an 20 studier eus Roazhon 2 (les « brittophones ») a oar brezhoneg ? Aozañ ur vanifestadeg e Brest pe e Karaez a vefe bet efedusoc’h kar deuet e vefe tud eus Breizh-Izel a-bezh, ar skolioù o defe gellet kemer perzh an aozadur ha kenweturiñ. Pet a Leoniz az aio betek Roazhon da vanifestiñ ? N’eus ket moaien parkañ ar c’harr-tan e kreiz-kêr memes. Marteze e vo feurmet kirri-boutin gant Diwan met pelec’h e vo diskarget ar vanifesterien ? E kreiz Villejean (pe « Kêryann » e Roazhoneg 2), dalle Kennedy ?
A du erbet ez in d’ar vanifestadeg-mañ. Chom a rin war ma zamm douar patatez eus Breizh-Izel o prientiñ ma c’hentelioù evit ar sizhun a zeu. Pell eus ar bannieloù LGBT hag ar Roazhoniz. Pell eus an dud prez warne eus ar straed Le Bastard hag a raio ur sell-korn ouzh ar vanifesterien o gwenn-ha-du hag o yezh iskis hep ober van oute, ‘m eus aon.
Crédit photo : Ecole.bzh
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “D’ar 17 a viz mae e vo ur vanifestadeg evit ar brezhoneg met… [L’Agora]”
Pep hini e soñj ha gwir eo n’eo ket entanus pa ouzer e lavar mignoned ar vrigadenn c’hallo distrujerien meur a lec’h eus emsav ar brezhoneg e bro-Roazhon. Berzet eo ivez, er c’halvadenn, d’an estrengazourien (xénophobes), da lavarout eo d’an identelezhourien, re an PNB emichañs, re risposte laïque (lod zo a-du gant ar yezh, ya), an div drederenn eus ar boblañs ordinal.
Memestra e c’halv Emglev an Tiegezhioù da vont, daoust ma kav deomp eo ret kavout arc’hant estreget hini hor Stad C’hall Santel Vac’homerez.