Plouarzhel (Bro Leon) : Kroaz ar Hiton adsavet

Publicité

Torret e oa bet da vare ar remambramant ha kouezhet en ur foz eus Kermaria, kroaz ar Hiton a zo bet adsavet dimeurzh tremenet goude bezañ bet renevezet. E kroazhent Pont-Rheun ha Kerliver emañ bremañ, da lavaret eo er plas ma oa e 1842 hervez kadastr Napoleon.

A-drugarez d’ar gevredigezh Tre-Arzh eo bet renevezet hag adsavet ar groaz. Mankout a rae ar sichenn, drailhet gant ar bulldozerioù marteze. Met profet zo bet un tamm roc’h hag a glote mat gant ar peurrest gant un den eus Plouarzhel ha kempennet ar groaz gant ur skulter eus Brélès.

Ul levr war kroazioù ha mein dibar eus Bro Plouarzhel a zo war ar stern gant Tre-Arzh. E 2026 e vo embannet.

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Plouarzhel (Bro Leon) : Kroaz ar Hiton adsavet”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Mat tre eo evel-se met piv en-eus roet sikour evit an oberenn mat-se?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.