En niverenn gentañ e vo anv eus « koust ar stad », peadra da zuañ paper warnañ ‘m eus aon !
Un eil gazetenn a vo, met war internet nemetken ar wech-mañ : « L’Infiltré » hec’h anv.
Lañset e vo gant Erik Tegnér, paotr « Frontières ». Anv zo eus ar gazetenn-mañ evel ur « C’hanard Enchaîné » eus an tu-dehoù. Ur media « imbrouderezh » ma faotañ deoc’h.
Diwar abegoù ekonomikel hag evit heuliañ ar gizioù nevez e vo L’Infiltré en-linenn nemetken, bep meurzh da 8e noz e c’hello an dud koumanantet lenn keleier fresk ha n’eo ket bet embannet gant mediaoù all.
Ar gazetenn L’Incorrect a ra ul labour dereat evit difoupañ traoù kuzh dija. Met div gazetenn a-heligentañ evit lakaat war-wel an traoù lous a vez graet gant an tu-kleiz pe ar Macronism war e dalaroù, n’eo ket fall.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.