
Sant-Malou : « Me ho salud, Mari » e brezhoneg
Gouel Mari a oa d’ar 15 a viz eost e Sant-Malou. Miliadoù a gristenien o deus dibunet e straedoù kêr ar gourserien o pediñ hag o kanañ brasañ gloar an aotrou Doue. Benniget ez eus bet gant Pierre d’Ornellas, eskop Roazhon anezhañ, un daolenn livet gant Augustin Frison-Roche : an « Annonciation » ha pedet evit ar peoc’h er bed evel just.