
Sant-Nazer : tennoù war ur bus !
Tennet eo bet meur a wech war ur bus etre Donvez ha Sant-Nazer (linenn T4) d’ar 04 a viz here tro 8e30 noz. N’eo ket bet gloazet den ebet rak hec’h-unan e oa ar vleinerez en he c’harr. Etre ti-kêr Donvez hag an Arche (an ispisiri) eo bet klevet an tennoù gant ar vaouez. Div brenestr a zo bet toullet.