Ur strollad dizalc’hour « norzh-saoz » az aio war ar renk e Hartlepool

Krouet eo bet an NIP (North Independance Party) e 2020. Stourm a ra ar strollad evit ma vefe dizalc’h norzh Bro-Saoz. « N’omp ket saoz, northumbrian ne lavaran ket » eme an NIP. Kleizour, ekologour ha bizounours eo izili ar strollad nevez. Da skouer, n’int ket a-enep lanv ar repuidi en Norzh, er c’hontrol…n’o deus ket o gwalc’h !

E bastell-vro Hartlepool, nevez zo, en deus roet e zilez ar c’hannad Travaillist Mike Hill. Embannet eo bet gant an NIP ez aio war ar renk en dilennadeg darnel a vo d’ar 06 a viz mae.

« Poent eo cheñch penn d’ar vazh evit tud an norzh ha terriñ krenn an naskoù gant ur sistem politikel hag a gas ac’hanomp da baour a rumm da rumm » eme an NIP « ganimp e vo gounezet sez Hartlepool hag e vo tarzh an Norzh nevez ».

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2018, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Une réponse

Les commentaires sont fermés.

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS

ABONNEZ VOUS À NOTRE NEWSLETTER

Pas de pubs, pas de spams, juste du contenu de qualité !