Twitter evit an « arabeg benel »

twitter

Biskoazh kement-all ! Bez ez eus eus ur skritur « arabeg benel » ! En arabeg, e vez implijet ar furmoù gourel pa vez anv eus sujedoù gourel pe « amrev » hag en darn vrasañ eus an testennoù e vez implijet ar furmoù gourel. Pezh ne blij ket d’ar bed araokour evel just ! Setu perak ez eus bet goveliet un « arabeg benel » hag emañ twitter o paouez embann e vo kinniget d’an dwitourion a venno ober ganti. Twitter a vo ar c’hentañ rouedad sokial d’hen ober.

Evit ma vefe ebarzhusoc’h Twitter c’hoazh emañ an embregerezh en aviz kemm al langach implijet gant an ijinourien a labour eviti. An holl raganvioù «they/them/their » a vo cheñchet da skouer. En o flas e vo lakaet stummoù « ebarzhusoc’h ».

Penaos e vo degemeret an arabeg benel er bed arab, avat amañ emañ an dalc’h ‘m eus aon…

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS