Embannet e oa bet gant an ARS e oa bet lakaet e plas gweleoù nevez e servijoù bevikaat ospitalioù al Liger-Atlantel abalamour d’ar C’hovid. Kabidant ! Siwazh, hervez “L’Ouest Syndicaliste”, kazetenn ar sindikad FO e 44, n’eo ket gwir tamm ebet !
“12 gwele a oa e servij bevikaat ospital Sant-Nazer betek-henn” hervez ar sindikad “hag embannet eo bet e oa bet lakaet c’hwech gwele ouzhpenn”. “Ouzhpenn” mut-hu ? E gwirionez ez eus bet “kemeret c’hwech gwele e servij ar mezegiñ ortopedek ha lakaet e hini ar C’hovid’, tra ken. “A-benn ar fin e rankas ar servij mezegiñ ortopedek diwezhataat 40% eus an operatadennoù nevez pe gortoz betek an diwezhañ rekiz” eme FO.
Memestra e Naoned m’eo bet embannet e oa bet kavet 8 gwele nevez evit ar servij bevikaat. “Kemeret holl e departamant intentoù an eveshaerezh dizehan (USC)” eme ar sindikad.
Daoust da enkadenn ar C’hovid ne cheñch ket ar bolitikerezh a zistruj an ospital publik !
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine