Speiet : 105 000 paper votiñ evit Breizh adunvanet

Publicité

E Speiet e oa ar prezidant war ar renk Emmanuel Macron dimeurzh dremenet. Tud ar vro a oa o c’hortoz anezhañ evit selaou an sarmon met estregeto a oa er pardon. E harz panell ar bourk ha dindan ar panell « Breizh 5/5 » e oa bet lakaet 105 000 paper votiñ evit Breizh adunvanet, mui ur gwenn-ha-du. Evel just, an niver a baberachoù a lak an den da soñjal en niver a sinoù a oa bet rastelaet e 2018 gant ar gevredigezh Breizh Adunvanet. 105 000 sin evit reklem e vefe aozet ur vouezhiadeg gant departamant al Liger-Atlantel war an adunvanidigezh. En aner siwazh, kaset e oa bet an emsaverien hag o faperachoù d’ar blotoù gant Philippe Grosvalet, anezhañ prezidant ar c’huzul departamant.

Gant « A la Bretonne » eo bet graet taol Speiet.

A-benn ar fin ne gomzas ket Emmanuel Macron eus Breizh adunvanet. Nag eus ar brezhoneg. Nag eus netra all forzh penaos…

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

Politique

Baromètre Ipsos : Macron à 74 % d’opinions défavorables, Le Pen et Bardella toujours en tête pour 2027

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

Sociétal

Euthanasie : une lettre ouverte dénonce la « double trahison » de certains députés RN

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

Immigration, International

Immigration : le Danemark veut des centres de retour hors d’Europe, la France freine

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.