Klasket en defe deviñ ur familh e bro Dinan : Ayoub a chom en toull-bac’h

E miz gwengolo 2021 o doa en em bilet tud e Dinan. Un afer dramm war a seblant. Feuls e oa bet ar biladeg rak taolioù kontell a oa bet roet zoken. E Lanvalae emañ tud ar paotr en doa roet an taolioù kontell o chom. Eus Dinan eo hemañ met eus Bro Paris e oa e enebourien. Feuket ha kounnaret gant ar c’hoant d’en em vañjiñ e tegouezhas e miz here tri abostol eus Les Mureaux e Lanvalae. C’hoant ganto ober o stal da familh paotr e gontell. Fellout a rae dezho gouzout pelec’h e oa mab ar familh. Evit kendrec’hiñ an dud da respont dezho diouzhtu o doa skuilhet esañs diraze ha war ar gourvezvank !

A-benn ar fin o doa lakaet tan en esañs ha partiet an tan-gwall

Goude un enklask e voe kavet “Ayoub”, un den eus ar Mureaux, gant polis Dinan. Ha padal hervezañ n’en deus netra d’ober en afer-se ! “M’en tou deoc’h !” Hervez ar boliserien e oa unan eus an tri forban koulskoude. 27 vloaz eo Ayoub, 8 menneg war e roll lez-varn, setu un den hag a zo anavezet mat gant ar boliserien !

D’ar 14 a viz ebrel e oa dirak barner ar frankiz evit gouzout hag e chomo en toull-bac’h pe get a-raok e brosez. Touet en doa ruz-glaou-tan ne oa ket e Lanvalae e miz gwengolo. Deuet e oa e Dinan “da dremen vakañsoù”. Ha forzh penaos ma vez dibrizonet “biken ne zeuio e Breizh en-dro a-raok ar prosez”. Ar “tchatche” !

A-benn ar fin e chomo en toull-bac’h.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS