A-benn 2050, un den diwar bemp en oad da labourat a vo o chom en Afrika

Publicité

Diouzh ar c’hiz eo da vont d’an ospital evit bezañ difrouezhet, operataet, sterilizet. Ha betek en Emsav ma weler hen-mañ-hen war ar rouedadoù sokial, un tog ospital war ar blev, drev he fenn, o c’hortoz he zro war an daol. Merc’hed dreist-holl. Fier da vezañ « troc’het », difrouezhet, divugelet. Ha lod o justifiañ o follentez gant an « hin » o tommañ !

E-keit-se, emañ ar bed o treiñ ha pobloù all d’ober babigoù. Ar Bank Bedel a zo o paouez embann un danevell heñchañ war tem al labour : a-benn 2050, ur bugel diwar bemp en oad da labourat a vo o chom en Afrika. Hervez unan koshañ, embannet e 2017 gant an UNICEF, e vo Afrikan ur bugel diwar dri a-benn 2050 !

Er bloavezhioù 2000 e veze peget skritelloù « Bretons faites des bébés » gant emsaverien Adsav. Ma zo bet graet babigoù evit gwir gant an emsaverien a bege ar skritelloù-mañ o deus tapet o 20 vloaz bremañ. Daoust hag e c’hello ar « babigoù » bras-mañ talañ ouzh al « lañv du » (ur skritell all eus Adsav) a zo oc’h aloubiñ hor bro ? Daoust hag e vo komprenet gant ar vretoned, ha da gentañ holl, bretoned an Emsav, ne vo ket mui bretoned a-benn 2050 ma kendalc’h an traoù e-giz se ?

Ne vo ket savetaet ar brezhoneg gant bugale o tont eus Afrika pe Siria. Ne vo ket savetaet ar brezhoneg gant ar re all. Ne vo ket savetaet ar brezhoneg dre sevel skolioù Diwan e karterioù aloubet evel ar Zup Sud e Roazhon pe Bellevue e Naoned. Ne vo ket savetaet ar brezhoneg dre ar c’hêrioù afrikanizaet muioc’h-mui. Poent eo advrezhonegizaat ar c’hêrioù bihan eus Breizh-Izel ma chom c’hoazh un tamm bretoned. Poent eo advrezhonekaat ar c’harterioù bihan eus Breizh-Izel e-lec’h en em douellañ gant prezegennoù marksour ar « c’harterioù gwerinel » eus Roazhon pe Naoned pe Brest zoken hag a vo kement ha douaroù ma tiwano ar brezhoneg en-dro evel a lavare an Emsav er bloavezhioù 80.

A-benn 2050, un den diwar bemp en oad da labourat a vo o chom en Afrika. O chom en Afrika…a-raok kemer penn an hent war-du karterioù hor c’hêrioù bras ‘m eus aon ! Bugale ma c’hoar a zo e Diwan Kemper e Penharz. Ha piv a gred evit gwir e vo komzet brezhoneg en-dro e straedoù Penharz, estreget gant bugale ar skol Diwan ha n’int ket eus ar c’harter-se !

Savomp kêriadennoù brezhoneger un tamm e pep lec’h e Breizh-Izel, kumuniezhoù ungenezh ha frouezhus ma c’hello gwir vretoned desevel o bugale e brezhoneg, war patrom Kêrvrezhon da skouer ha foei gant hunvroù kozh ha marksour ar « c’harterioù gwerinel ».

Crédit photo :DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “A-benn 2050, un den diwar bemp en oad da labourat a vo o chom en Afrika”

  1. Klasket ez eus bet sevel ur gêriadenn evel-se en-dro da Vinic’hi Levenez eTrelevenez. Meur a familh a oa deuet d’en em staliañ eno, ha tud dizimez. Ur pezh c’hwitadenn e voe p’emañ Trelevenez pell bras diouzh ar c’hêrioù just a-walc’h, e lec’h emañ ar postoù labour ha kalz muioc’h a virvilh gant metou an Emsav. Nann, hervez va skiant prenet e ranko ar c’houbladoù da zont chom e kêr ha gwiadiñ liammoù kenetrezo a-benn kaout nerzh a-walc’h evit merañ raktresoù evel JIBIDI e Brest. Netra a vad ne zeuio eus kêriadenn a netra Nazared ‘mit c’hwi ? A c’hell bezañ e vefe moaien sevel kumuniezhoù bihan war ar maez, met neuze, evel e Kêrvrezhon, gant tiegezhioù en em glev mat-tre ha ganto ur raktres-buhez o klotañ gant ar vuhez war ar maez. Hag a spered kristen d’am soñj. Evel aze : https://www.colibris-lafabrique.org/les-projets/eco-hameau-de-la-benisson-dieu

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

International

L’Oktoberfest victime de la police du vêtement : les décolletés jugés problématiques

Tourisme

Tourisme en Bretagne : une fréquentation stable, mais des retombées économiques en baisse

International

Comment la Hongrie a fermé sa frontière malgré les revers judiciaires de l’UE

Auto-Moto

Freinages fantômes : la Ligue de Défense des Conducteurs dénonce l’inertie du gouvernement

International

Libérations anticipées au Royaume-Uni : la suppression des peines IPP inquiète

Sociétal

Élever un gentleman au XXIe siècle : la politesse ne suffit pas

retraites

Social

Retraite : de plus en plus de seniors reprennent le travail, entre choix et nécessité

basque

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Sociétal

Un philosophe distingue « réalisme racial » et « mémoire ethnique » pour repenser l’immigration

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Réunification

Skol an Emsav a dap he fegement evit netra

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Apprendre le breton : Roudour ouvre ses inscriptions pour la rentrée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.