Ur vandennad a skrape tud e Breizh ! Tri den ganet e Roazhon, Sarcelles hag er C’homor serret

E Dinan e krede an den e vefe bet kaset d’e jardrin kent fin an devezh ! D’an 20 a viz kerzu zo bet taget un den gant tri faotr all e kreiz-kêr Dinan. Just dirak e savadur, nepell diouzh ar skolaj Broussais. Mouchet e zaoulagad e voe stlepet en e garr-tan. War se ez eas ar vandennad d’e di ha laeret e gartenn c’hlas. Klask a reas an hailhoned tennañ arc’hant meur a wech.

Met n’eo ket echu an devezh evit an den skrapet. Mont a reas an otoiad betek Roazhon d’ar red tan ruz ken e tapas he fall. Gloazet an Dinanad, e voe leusket war bord an hent gant an tri skraper. Emañ atav en ospital. Hag int da genderc’hel gant o hent betek Pazieg e-kichen Roazhon m’int bet serret en ur c’hoñvers.

Ha n’eo ket ar wech kentañ o defe graet seurt « road trip » ! D’an 18 e oa c’hoarvezet ar memes tra e Bruz, e-kichen Roazhon atav, m’o doa skrapet un den, laeret e gartenn digantañ, skoet gantañ, ha leusket da vont e koadeg Montforzh.

Ha piv eo an dorfedourien ? Tri den yaouank : unan a zo bet ganet e Roazhon, egile e Sarcelles hag an trede hini er C’homor, hervez Hervé Astruc prokulor Roazhon.

Hag ezhomm zo lavarout muioc’h ?

Kaset int bet e toull-bac’h da c’hortoz o frosez

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, Patrimoine, RENNES

Ekomirdi ar Bintinais (Roazhon) : un diskouezadeg eus ar c’hentañ war ar bleunioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : Ur BMW leun a armoù a sko e-barzh ur c’harr-samm eus an DIR

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

NarcoRoazhon : ar prokulor hag ar prefed pedet er c’huzul-kêr

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Local

Bro Dinan : « diferañsoù sevenadurel » evit displegañ perak eo bet taer o fav ouzh o bugale

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan

Dinan et sa Fête des Remparts 2025 : un Moyen Âge sous perfusion idéologique ?

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Local

Dinan : Tennoù er site Bretonnière

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-BRIEUC

Kammarver fiziad : Shani oa ur c’hwib hag ur gwir hini !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES

Roazhon : Pevar den serret goude un aridennad a laeroñsioù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, RENNES, Tribune libre

D’ar 17 a viz mae e vo ur vanifestadeg evit ar brezhoneg met… [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Felger : 18 vloaz, serret o vleniañ ur c’harr-tan laeret

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky