Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Dinan : div dermajiez a sko gant ur plac’h yaouank a 15 vloaz

Arabat kanardiñ gant paotr un demarjiez ! E Dinan, ur vaouez a 15 vloaz he doa dousetet gant Enzo. Ya met Enzo oa dija gant Sabrina, 18 vloaz ! Ha Sabrina a zo o chom e kamp an dermajied. Ha n’eo ket ul labous-yar hounnez : kondaonet eo bet dija evit laeroñsi ha feulster. Hogen, ne fell ket dezhi distreiñ d’an toull-bac’h. Ne vir ket outi da vezañ skoet gant he c’henamourouzez d’an 18 a viz meurzh. Pa tegouezhas e savadur hec’h enebourez gant he c’hoar vras e teuas a-benn da bilat anezhi a-raok e kavas bod ar grennardez e savadur he mamm. Ha sparlañ warnezo !

Antronoz e tegouezhas an archerien e kamp an dermajied evit serriñ Sabrina hag he c’hoar. Hag aze e oa ur c’hoari all rak Sabrina a zeas en egar. Hag hi sot da stagañ, o skeiñ he fenn ouzh karr-tan ar soudarded, o kunujenniñ anezho, o prometiñ dezho mil poan an ifern !

Deizioù war-lerc’h e oa an div c’hoar dirak lez-varn Dinan. Sabrina a zo evel boaz : rok, o komz balc’h. He c’hoar a zo sederoc’h. Ken otus ha diseven eo Sabrina ken e tap 11 mizvezh en toull-bac’h mui mizioù gant goursez. Ha setu int o tirollañ da ouelañ ! Evel se. Evel ur vabig ! Pe evel ar plac’hig dibenn m’eo. Aze n’eo ket mui ur rakailh ! A-benn ar fin e tremeno hec’h amzer er c’hamp, gant he re hag un dro-vrec’h elektronek. He familh a ra youc’hou.

Ar plac’h en he 15 vloaz ne oa ket el lez-varn hi. Ken aon he deus rak hec’h argaderezed. Hag Enzo, den ne oar pelec’h emañ bremañ. En Alaska moarvat…

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

 

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Dinan

Vols à la roulotte à Dinan : un jeune homme condamné à 18 mois de prison

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Local

Dinan : ur c’hamp termajied tro-dro d’an iliz Saint-Joseph

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Dinan, Histoire

Dinan : Une lettre rare d’Anne de Bretagne exposée à la bibliothèque

Découvrir l'article

Dinan

Violences à Dinan : deux hommes condamnés à de la prison ferme

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société, ST-NAZAIRE

Butun hag otoioù laeret e Breizh hag e Bro-C’hall, termajied serret e Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Plelann-Vihan/Pllelan (22) : bruderezh ha kartennoù fealded evit an trafikour dramm

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Dinan : sportour a live uhel, rapour met ivez dam-houlier !

Découvrir l'article

Lamballe

Bretagne : Retour du train entre Dinan et Lamballe en 2024 après un an de travaux

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, LORIENT, Société

Tier laeret ‘b’ar Morbihan, diskred àr termajied

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Local

Dinan : un den daonet dirak ar barner

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky