E Plougouskant e norzh Bro-Dreger, dilun tremenet, zo bet taget fasadenn un davarn gant luganioù antifa : « Fafcho (sik !) », « facho enculé », « faf » hag un « A » kelc’hiet evel just.
Ur Gwenn-ha-du a zo ouzh an davarn, marteze eo se ne blij ket d’an antifaioù. War a ouzomp e vefe bet kentoc’h fuket tud eus an tu-kleiz gant ur gemenadenn kaset war ar rouedadoù sokial gant patron an davarn. Bremañ n’haller ket lavar ar pezh a soñjer ken, siwazh…
Serret eo bet an davarn d’ar 16 amzer netaat ar mogerioù. Savet eo bet klemm gant ar patron.
Abaoe daou vloaz emañ ar patron o terc’hel an davarn-mañ. Ha diaes an traoù er mare-mañ evit ar goñversanted gant an enkadenn ekonomikel ha kresk priz an energiezh. Met n’o deus ket foutr an antifaioù eus kement-mañ, eus diaesterioù ar bobl vreizh. Ur bobl all o deus bremañ.
Digoret eo bet an davarn en-dro hag e c’heller mont da welet matchoù kib ar bed ennañ.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.