Publicité

‘ba Brec’h, ‘ba Bro An Alre, e vourer bras ag ar berton. Bremañ ema divyezhek pennad-stur ar maer àr magazin ar gumun da skouer ha soutenet e vez muioc’h c’hoazh ar filierenn divyezhek ‘ba skol bublik, hini ar Pont Douar, dibaoe ar votadegoù diwezhañ.

Kar dibaoe ar votadegoù diwezhañ eh eus ur guzulierez mennet get hor berton : Hélène Serve-Catelin an hini eo. Ha hi zo ezel a Dam Araok, ar gevredigezh dañsoù Breizh a Vrec’h.

Hi a venn tizh live 3 karta Ya d’ar Brezhoneg ha setu ar gaoz ema é kreñvaat plas hor langach ‘b’ar gumun. Evit skouer : ‘B’ar levraoueg eh eus 450 levr e berton dija, pezh zo kalz e-keñver ar pezh a gaver ‘ba levraouegoù arall.

Pa oe tremenet ar Redadeg ‘miz paseet e oe bet prenet ur c’hilometr get ar gumun hag un dijuniñ oe bet profet d’ar redourion ‘ba Kafe berton get kanennoù ha dañsoù Breizh.

Get ma vehe kumunioù arall a Vro Gwened é kemer skouer diàr Brec’h!

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Apprentissage du breton : la plateforme Desketa fête ses deux ans et dépasse les 20 000 utilisateurs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

Ur strollad punk anarkour a sav e vouezh a-enep ar feministed ag an tu-pellañ !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Kêr bPloue he deus sinet live 2 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local

Bez Roparz Hemon a vefe en disherit

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Ur raktres wok arc’hantaouet gant ar Redadeg c’hoazh ar bloaz-mañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Lannarstêr : serret e vo ur skol divyezhek

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.